Maximilien de Robespierre
Maximilien François Marie Isidore de Robespierre ([ma.ksi.mi.ljɛ̃ fʁɑ̃.swa ma.ʁi i.zi.dɔʁ də ʁɔ.bɛs.pjɛʁ]), ganet d’ar 6 a viz Mae 1758 en Arras ha marvet dibennet d'an 28 a viz Gouere 1794 e Pariz, a oa ur gwiraour ha politikour gall, hag unan eus pennoù bras ar Reveulzi c'hall. Lakaet en doa war-sav “Ren ar Spont”, un diktatouriezh wadek.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Maximilien de Robespierre (Español) |
Anv-bihan | Maximilien |
Anv-familh | Robespierre |
Deiziad ganedigezh | 6 Mae 1758 |
Lec'h ganedigezh | Arras |
Deiziad ar marv | 28 Gou 1794 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | dibennañ |
Lec'h douaridigezh | Errancis Cemetery, Catacombs of Paris |
Tad | François de Robespierre |
Breur pe c'hoar | Augustin Robespierre, Charlotte de Robespierre |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, italianeg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Kondaonet evit | muntr |
Micher | politiker, alvokad, kazetenner, reveulzier |
Karg | kannad gall, President of the National Convention, President of the National Convention |
Bet war ar studi e | Lycée Louis-le-Grand |
Lec'h labour | Pariz |
Strollad politikel | Kleub ar Jakobined |
Relijion | deism |
Perzhiad e | Dispac'h Gall |
Diellaouet gant | Archives nationales |
Levezonet gant | Jean-Jacques Rousseau |
Prizioù resevet | Concours général |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Maximilien de Robespierre a zo ar vugel kosañ, diwar pemp. Koll a ra e vamm d'an oad a 6 vloaz. An tad a derc'h diouzh an tiegezh, Maksimilian a zo desavet a-benn neuze gant e zad-kozh eus kostez ar vamm. Goude studioù a zoare e skolaj Arras ha skolaj Louis-le-Grand e Pariz e dap un aotregezh war ar Gwir. Dont a ra da vezañ alvokad, hag e 1781 en em enskriv e kuzul proviñs Artois. Memes mare ez zo e-karg al lezvarn eskobel.
Dilennet kannad eus an Trede-urzh evit emvod Stadoù-meur 1789, dont a ra war-wel evel unan eus pennoù bras ar re « demokrated » er Vodadenn Vonreizhañ Vroadel. Difenn a ra an harz d'ar sklavelezh, d'ar boan a varv. Difenn a ra ivez evit an dud a liv da votiñ kement hag evit ar yuzevien pe an aktourien. Harpañ a ra ivez ur votated evit an holl hag an ingalded a gwirioù. A-enep eo ar votateg hervez ar binvidigezh. Goulenn a ra ma vefe reoliataet sklaer an ti-eskemm. Dre ma vez un den reut en e vennozhioù e oa bet lesanvet « l'Incorruptible ».
Ezel eo da Klub ar Jakobined dres pa oa bet krouet, deuet eo da vezañ an ezel anavezetañ anezho en e amzer ha betek an deiz-ha-hiziv. Goude an dizunvaniñ gant ar Feuillants, dont a ra a-benn da harpañ kreñv an adaozañ hep koll al liamm gant darn ar c'hevredigezhioù e peurest ar vro.
Enebet eo d'ar brezel gant Aostria e 1792, enebet eo da La Fayette a-du eo gant al luskad o c'houlenn fin ar rouantelezh. Ezel eo da Gumun Emsavet Pariz, dilennet eo er Goñvañsion vroadel, eno e vez kavet war bankoù ar Menez hag enebet eo d'ar Gironde. Goude devezhioù an 31 a viz Mae hag an 2 aviz Even 1793, dont a ra da vezañ ezel eus ar C'homite a salud publik adalek ar 27 a viz Gouhere 1793. Eno e sikouro da lakaat e-plas ur gouarnamant reveulzier ha dreist-holl hini ar Spont bras, en ur c'henaroud a vrezelioù en harzoù a-enep ar vonarkiezhoù kengevreet hag a brezel diabarzh (emsavadegoù ranvroelour, Brezel Vendée…).
Nevezamzer 1794, Robespierre gant izili ar C'homite ar salud publik a lak da vezañ harzet ar re Hébertistes, pennoù Klub ar Cordeliers, goude-se Danton gant ar re Indulgents. Dre war-lerc'h e vez kondaonet ha lakaet d'ar marv pennoù an daou luskad. Un diaz anat e voe Robespierre gant an harz roet d'ar bolitikerezh a dikristianizadur. Lakaat a ra da votiñ evel skrivagner, dekred an 18 Miz ar Sev bloavezh II. Disklêriet e vez en dekred « le peuple français reconnaît l’existence de l’être suprême, et l’immortalité de l’âme ». Lakaat a raio ivez da votiñ lezenn Miz ar pradoù pe lezenn « Spont bras ».
D'an 8 miz an Eost bloavezh II (26 a viz Gouhere 1794), taget eo a-bep tu gant un emglev diseurt Menezidi er goñvañsion savet gant, dantonisted kozh, lod représentants en mission galvet evit an taol. Ouzhpenn-se e oa e-touez ar gouarnamant reveulzier, ar C'homite de sûreté générale ha lod izili eus ar c'homite a salud publik. Robespierre a laka anat war-raok dirak anezho holl bodet e oant enebet etrezo met ne teu ket a-benn da gendrec'hiñ anezho saouzanet da vezañ kondaonet gantañ deiz-pe-zeiz d'ar marv. An deiz war-lerc'h e vez talet outañ evit ma ne c'hellfe ket komz. E enebourien a zo harpet bremañ gant tud etre al luskad Plaine. Harzet eo gant e vreur Augustin hag e gamaladed Couthon, Saint-Just ha Le Bas war ar memes-tro. Kumun Pariz a emsav hag a zeu a-benn da zieubiñ anezhañ, memes mare ez eo lakaet maez lezenn gant ar Goñvañsion.
E-pad an noz, ur bagad soudarded a aloub an ti-kêr, eno e oa repuet Robespierre hag e harperien. Gloazet eo er javed, n'eo ket sklaer penaos. Ur wech testenniet e identelezh e-tal al lezvarn reveulzier, ez eo dibennet en abardaez d'an 10 Miz an Eost gant 21 eus e harperien. Ur wech marvet Robespierre hag e-pad ar mizioù goude e voe mare an « enebemsav thermidorian », riñset eo ar gouarnamant reveulzier ha war ar memes-tro ez eo paouezet ar Spont bras.
Robespierre a zo chomet an dudenn tabutet ar muiañ eus an Dispac'h gall. Evit e enebourien (an Thermidorianed, krouerien an IIIde Republik hag istorourien ar « skol frankizour » e-penn anezho François Furet) e vez lakaet war-raok evel diaz d'ar Spont bras ha da doareoù aotrouniek ar C'homite a salud publik. Evit lod all avat, Robespierre eo an den e-touez pennoù ar reveulzi hag en devoa klasket sioulaat ar Spont bras. Lakaet e vez war-raok ganto e oa ivez difenner ar peoc'h, an demokratelezh eeun hag ar justis sokial, degemenner ar re baour, hag unan eus aktourien kentañ lamedigezh ar sklavezlezh e Bro-C'hall. An istorourien-se a laka war-raok e voe devezh kouezhadenn Robespierre, an 9 Miz an Eost, e voe roet lamm d'an araokadurioù sokial a oa bet lakaet da dalvezout evit ar re baour (lezenn ar priz uhelañ da skouer hag a ziwalle ouzh priz ar greun hag ar bara). Ur wech kouezhet Robespierre ar vourc'hizien a arc'hant a lak da dalvezout ar frankizouriezh ekonomikel. Ar re brudetañ a-du gant ar sell-se a zo an istorourien Albert Mathiez hag Henri Guillemin.
Marv
kemmañAn deiz war-lerc'h an harzadenn en abardaez, ar brizonidi a zo kaset dirak al lezvarn reveulzier, eno Fouquier-Tinville a lak da dalvezout identelezh ar re tamalet. Dre ma oan bet lakaet maez lezenn, ne oa ket tu dezho bezañ difennet. Robespierre a voe kondaonet hep prosez ha dibennet abardaez an 10 miz an Eost. An arvesterien niverus a oa dirollet laouen o welet dibennet anezhañ gant 21 eus e harperien.
Augustin Robespierre, Louis Antoine de Saint-Just ha Georges Couthon a oa ar re brudetañ. Lakaet e voe an holl pennoù en ur c'houfr koad, peurrest ar c'horfoù a zo lakaet en ur c'harrad. An holl korfoù a voe bannet en ur bez kumun. Ar bez a oa e bered an Errancis ha lakaet e voe raz-bev evit ma ne chomfe roud ebet eus korf an tiran Robespierre. An daou devezh war-lerc'h e voe lazhet 83 harper da Robespierre all, dibennet an holl anezho.
Ur frazenn a zo chomet goude e varv gant un den dianav hag a embann:
Passant, ne t'apitoie pas sur mon sort
Si j'étais vivant, tu serais mort.
E 1840, harperien Robespierre o devoa klasket douar bered Errancis, a oa serret abaoe 30 bloaz. Un taol kleze en dour e voe, korf ebet na voe kavet ganto.
Lavaroù
kemmañ- « Je dis que quiconque tremble en ce moment est coupable ; car jamais l’innocence ne redoute la surveillance publique. » — Prezegenn an 11 germinal, bloaz II.
- « Tant que cette race impure existera, la République sera malheureuse et précaire. » — Prezegenn ar 26 a viz Mae 1794.
- « En qualité de Français, de représentant du peuple, je déclare que je hais le peuple anglais. » ; « Les crimes des Anglais : trahir le droit » — Sophie Wanish, Marc Bellissa : Annales historiques de la Révolution française, Ebrel-Even 1995, p. 233.
Lechioù
kemmañStraedoù ha skolioù zo anvet Robespierre e Bro-C'hall hag e Breizh.