Thomas de Keyser (e-tro 1596 en Amsterdam - 1667 en Amsterdam) a oa ul livour hag ur savour izelvroat ha mab Hendrick de Keyser.

Strollad soudarded ar c'habiten captain Allaert Cloeck hag al letanant Lucas Jacobsz. Rotgans
Poltred ur vaouez

De Keyser a oa barrek-tre a-fet livañ poltredoù, ha klask a voe war e lerc'h en Izelvroioù betek ar bloavezhioù 1630, ha goude-se ez eo Rembrandt a reas berzh en e blas. Rembrandt a voe levezonet gant oberennoù de Keyser, hag abalamour da se e voe soñjet e oa oberennoù zo diwar zorn Rembrandt, padal e oant bet savet gant de Keyser. [1]

En e boltredoù e vez merzet e oa barrek da implij teknik an amskeud. Ul lodenn eus e boltredoù a zo a vent gant an dud a livas, daoust ma live peurliesañ taolennoù bihan a-walc'h, evel Pevar bourc'hvestr Amsterdam bodet da zegemer Marie de Medici (1638), a c'haller gwelout e mirdi Mauritshuis e den Haag.

Ouzhpenn livañ poltredoù e savas oberennoù a denn d'an istor ha d'ar mojennerezh, evel Theseus hag Ariadne hag a voe staliet e ti-kêr Amsterdam, hiziv an deiz Paleis op de Dam. De Keyser a labouras ivez evel savour. Eus 1662 betek e varv e 1667 e reas war-dro chanter ti-kêr nevez Amsterdam, deuet da vezañ hiziv an deiz Palez ar roue (Paleis op de Dam).[2]

Ne ouezer tost netra diwar-benn an doare ma teskas ar vicher, met soñjal a reer e teskas gant arzourien all evel Aert Pietersz, Cornelis vander Voort, Werner van Valckert ha Nicolas Elias.

Er bloavezhioù 1640 e rankas dilezel al livañ dre ma ne rae ket kalz berzh, ha neuze e werzhas maen-bazalt etre 1640 ha 1654, goude-se e stagas gant al livañ en-dro.[2]

Dastumad brasañ e oberennoù a zo er Rijksmuseum Amsterdam. Taolennoù all diwar e zorn a c'haller gwelout e Mirdi al Louvre e Pariz, er Metropolitan Museum of Art e New York, e Mirdi ar Peniti e Sant Petersbourg hag en National Gallery e Londrez.

Un delwenn da Dhomas de Keyser a zo ouzh mogerioù Stedelijk Museum en Amsterdam hag ur straed gouestlet dezhañ a zo en Enschede.

Er memes koulz e voe bev ivez Thomas de Keyser (Utrecht, 1597-1651), un aktour hag a oa niz Hendrick de Keyser.[3]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  • Er pennad-mañ ez eus testennoù tennet eus 11vet embannadur an Encyclopædia Britannica, ur vammenn a zo en domani foran.

Liammoù diavaez

kemmañ