Thomas a Kempis

(Adkaset eus Thomas von Kempen)

Thomas a Kempis (anv latinaet implijet e galleg hag e meur a yezh), pe Thomas von Kempen pe Thomas Hemerken (1380 ?- 24 Gouere 1471 ?) a oa ur manac'h izelvroat. Er skridoù saoznek e skriver Thomas à Kempis alies[1]. Sellet e vez ouzh Thomas a Kempis e-giz aozer gwirheñvel an De imitatione Christi (L'Imitation de Jésus-Christ) en defe embannet dizanv dre uvelder.

Ganet e oa e 1380 e Kempen, e-kichen Köln, en Alamagn en 1380. Hemerken e oa anv e dad, da lavarout eo morzholig.

En 1395 e voe skoliet e Deventer, en Izelvroioù. Dont a reas da vout eilskriver dihelloù.Goude ez eas da vanac'h da gouent menec'h Sant Aogustin e-kichen Zwolle, e-lec'h ma oa priol e vreur. Beleget e voe Thomas en 1413 hag anvet da eil-priol en 1429.

Mervel a eure e Zwolle en 1471.

Notennoù

kemmañ
  1. Dont a rafe an à eus un doare da skrivañ an ab latin, hag a dalvez kement hag a, eus, e brezhoneg.