Timbr-taos
An timbr-taos a vez implijet e broioù zo evit fetisaat an taos a zo dleet da velestradurezh ar post gant an nep a resev ul lizherenn hep timbr-post pe dezhañ un dalvoudegezh izeloc’h evit ar feur ofisiel. Alies e rank an degemerour paeañ div wech priz ur gasadenn.
Ijinet ez eus bet ur seurt taos d’ar poent m’eo bet ijinet an timbroù-post end-eeun : a-raok kreiz an XIXvet kantved ne veze goulennet tra da gasour al lizhiri. Paeañ ur skodenn bennak e lec’h an degemerour a vije bet kement hag embann ez eo re baour hemañ evit hen ober. Berzh an timbroù-post, dre ma kreske an eskemmoù lizhiri, a vo ur respont frank da zibab ar velestradurezh cheñch ar reolenn. Kentoc’h evit kas al lizher endro d’ar c’hasour – ar pezh a vez graet e meur a vro avat – ez eus bet divizet lakaat an degemerour da baeañ div wech ar priz.
Buan awalc’h goude embann an timbroù kentañ war-dro ar bloavezhioù 1850 e sav ar postoù ar binvioù evit digalonekaat an dud dizonest pe skañv o fenn. E penn kentañ, tresañ a ra kargad ar postoù ur sifrenn gant un dorn war ar c’holoenn-lizher evit reiñ da c’houzout ar sammad dleet. Lezet eo an doare-ober-se a gostez o vezañ ma c’helle paotr al lizhiri ouzhpennañ un eil sifrenn ha rastellat un tamm moneiz evitañ e-unan… Ur siell a vo implijet neuze, a-raok na vefe ijinet an timbroù-taos, gant ur sifrenn en o c’hreiz alies, alese an anv « Chiffre-taxe » e Bro-C’hall.
Ur siell evit lakaat da c'houzout abeg an taos a vez steket e-kichen an timbr-taos.
N'eo ket aes gouzout eus pe bro e teu an timbr-taos a-wechoù, pa n’eo ket meneget anv ar Stad warnañ atav. Sed aze ar gerioù a c’heller lenn war ar siell a vez lakaet war al lizher dindan taos e yezhoù ar bed :
- Rouantelezh-Unanet : « Postage due »
- Iwerzhon : « Postage due » ha « Postas le híoc »
- Bro-C’hall : « chiffre-taxe » pe « timbre-taxe »
- Beljia : al lizherenn T pe « A payer – Te betalen »
- Danmark : « Porto » pe « Gebyr » pe « Gebyr mærke »
- Italia : « Segnatasse »
- Luksembourg : « Taxe »
- Kroatia : « Porto marka »
- Indonezia : « Bajar Porto »
- Brazil : « Taxa devida »
Liammoù (e saozneg)
kemmañ- https://web.archive.org/web/20041216122135/http://www.linns.com/howto/refresher/stamplessletters_20030512/refreshercourse.asp (pajenn Linn's db an timbroù-taos)