Timbroù Afrika ar Reter italian
An anv "Afrika ar Reter Italian" a voe roet d’un drevadenn italian etre 1936 ha 1941. Savet e voe dre gendeuziñ trevadennoù Etiopia, Eritrea ha Somalia italian a baouez neuze o velestradurezh postel emren.
E-tro da 150 timbr zo bet embannet gant ar velestradurezh italian e-pad ar prantad amzer, warno ar meneg "AFRICA ORIENTALE ITALIANA".
Danvez skeudenn an timbroù a ro da c’houzout peseurt temz-spered e oa hini an alouberien italian er vro : hini un trevadennour, pell-pell diouzh sevenadur ar broioù afrikan-mañ. Arvestet e vez loened gouez met dreist-holl darvoudoù ha poltredoù pennoù-bras Italia : ar roue Vittorio Emanuele III, Mussolini ha Hitler kichen-ha-kichen, soudarded al Lejion...
Aloubet e veo ar vro gant arme ar Rouantelezh-Unanet e 1941, alese e voe soulgarget timbroù gant ar gerioù "BRITISH OCCUPATION". Timbroù breizhveuriat a voe graet gante war-lerc’h.
E fin an Eil Brezel-bed ec’h adkavas Etiopia he frankiz, met Eritrea a voe staget outi betek 1993. Somalia italian ha Somaliland breizheuriat ac'h eas d’ober Republik Kevreadel Somalia e 1960.