Krouet e voe Republik Somalia e 1960 dre ma voe kendeuzet trevadenn saoz Somaliland gant Somalia italian.

Embannet e voe an timbr kentañ e 1960 eta, alese un timbr kozh eus Somalia italian dreistmoullet gant ar gerioù SOMALILAND INDEPENDENCE 26 JUNE 1960. E hanternoz ar vro hepken e voe implijet avat.

Betek 1970 e voe kavet timbroù gant an alc'hwez SOMALIA gant lizherennoù latin hag arabek. Pa droas ar gouarnamant davet Moskov e 1969 (taol-dispac'h Mohamed Siad Barre) e teuas an alc'hwez da vezañ SOMALI DEMOCRATIC REPUBLIC e saozneg hag en arabeg. Enoret e voe dizale deiz-ha-bloaz ganedigezh Lenin e 1970, hag an taol-dispac'h a vloaz da vloaz. Kalzig timbroù zo bet gouestlet an danvez anezho da aozadurioù etrebroadel : UNICEF, Unvaniezh Postoù ar Bed, Aozadur evit Unvaniezh Afrika, Kevre ar Stadoù Arab... ha da gaozioù bras (gouennelouriezh, bosenn ar chatal, ar skritur).

Ar prezidant Mohammed Siad_Barre e 1977

E 1973 e teuas an alc'hwez moullet war an timbroù da vezañ Jum. Dim. Somaliya, hervez yezh ar vro, pe c'hoazh JAM. DIM. SOOMAALIYA e 1974 ha J.D. SOOMAALIYEED diwezhatoc'h.

E 1991 e kouezhas ar renad politikel en e boull, distroet gant un dispac'h kaset da benn gant sikour goprsoudarded suafrikan (SAIMR). Distabil eo Somalia abaoe : tra ma tarzh ar brezel diabarzh etre "tierned ar brezel" e klask annezidi ar vro un hent all, war-zu an dizalc'hidigezh diouzh Mogadiscio. Stadoù Puntland ha Somaliland a voe embannet, hep bezañ anavezet gant an A.B.U.

Skouer un timbr faos

Peadra zo d'en em c'houlenn e peseurt stad emañ ar servij postoù e Somalia abaoe penn-kentañ ar brezel. Timbroù zo bet embannet (betek 2003) gant ar meneg J. SOOMAALIYA, met diaes gouzout hag implijet int bet da vat. Timbroù all, gant ar meneg SOMALI REPUBLIC a gaver da werzhañ amañ hag ahont, douetañs bras int faos.

Pennadoù kar

kemmañ