Timbroù Afrika ar C'hornaoueg C'hall
Ur c’hevredad broioù eo bet Afrika ar C'hornaoueg C'hall (e galleg : « Afrique Occidentale Française » pe AOF), o vodañ dindan aotrouniezh ar Frañs eizh tiriad ar c’hevandir : Maouritania, Senegal, Soudan c'hall (ar Mali hiriv), Ginea, Aod an Olifant, Niger, Volta-Uhel (Burkina Faso hiriv) ha Dahomey (Benin bremañ).
Krouet d’ar 16 a viz Even 1895 ez eus roet un dermen d’ar c’hevredad e miz Gwengolo 1958 pa voe toullet an hent a gaso trevadennoù afrikan Bro-C’hall war-zu an dieubidigezh.
Daoust d’an timbroù bezañ skrivet warno « AFRIQUE OCCIDENTALE FRANÇAISE » ne deuler e kont amañ nemet ar re ha n’eo ket skrivet gant lizherennoù bras anv an drevadenn e-kichen. Ar re all a vo lakaet e rann timbroù ar Senegal, an Dahomey, Maouritania…
E 1944 eta e vez lakaet er-maez timbroù a-ratozh evit tiriadoù Afrika ar C'hornaoueg C'hall : unan eus ar rummad « Entraide » (poltred Marianna), ha da-heul, timbroù savet e Londrez, gouestlet da stourmerien afrikan an Impalaeriezh c’hall. War an holl anezho e weler splann ar pennlizherennoù RF.
Ar rummad a 19 timbr embannet e 1947 a ginnig arvestoù ar vuhez bemdez ha savadurioù heverk. Anv an drevadenn zo skrivet en traoñ, gant lizherennoù bihan. Un eil rummad embannet e 1956 (rummad F.I.D.E.S.*) a ro deomp da anaout lec’hioù brav pe labourioù e Maouritania, Ginea, Volta-Uhel, hag all.
An timbr diwezhañ dindan anv « AFRIQUE OCCIDENTALE FRANÇAISE » ha « RF » zo embannet evit enoriñ Gwirioù Mab-Den. An diwezhañ tout (21 a viz Meurzh 1959) zo moullet hep anv ar c’hevredad (Devezh an Timbroù), hogen gant "CF" ("Communauté Française") e-kichen « Dakar-Abidjan ».
-
Rummad Londrez – 1945
-
Gwirioù Mab-Den – 1958