Timbroù Inizi Salomon

Ur Stad-vroad emren eo an Inizi Salomon abaoe 1978. Tost da 1 000 enezenn zo, er reter da Bapoua Ginea-Nevez.

Timbr ar bloaz 1938
Menez-tan Tinakula (1939)

E 1886 e oa bet sinet ur feur-emglev etre ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-Alamagn a lakae du war wenn levezon pep hini er Mor Habask. Inizi Salomon en norzh (en o zouez Buka ha Bougainville) a zeuas da vezañ alaman tra ma voe graet gwarezva ar Rouantelezh-Unanet eus ar peurrest eus an Inizi Salomon. Hiriv c'hoazh emañ enezennoù Bougainville ha Buka dindan dalc'h Stad Papoua Ginea-Nevez, daoust dezho bezañ ul lodenn eus an enezeg.

Kredet e vez e oa bet kaset al lizher kentañ gant Charles Woodford, kefridiour e anv Breizh-Veur (Resident commissioner e saozneg) bet anvet e 1896 hag a savas ur greizenn velestradurel e Tulagi. Kaset e oa bet al lizhiri en ur sac'h siellet da Sydney gant timbroù Sukembre-Nevez peget outo. Diwezhatoc'h e voe miret ur stok timbroù Sukembre-Nevez e Tulagi ha kachedet e voent e kêr-benn ar Stad aostralian.

D'ar 14 a viz C'hwevrer 1907 e voe embannet an timbroù-post kentañ en Inizi Salomon (tud ar vro e-barzh ur birogenn), dezho an alc'hwez British Solomon Islands Protectorate na voe ket kavet war ar rummadoù timbroù goude 1911. Adalek 1913 e voe merket an timbroù British Solomon Islands (Inizi Salomon Breizh-Veur) rak ne oa mui ur vro warezet met un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa an enezeg hiviziken.

Timbroù « klasel » an trevadennoù saoz a voe moullet betek 1960 : timbroù-boutin gant poltred ar roue George V (1913-21), deiz-ha-bloaz ar roue (1935), kurunadur George VI (1937)...

Pirogenn (1956)
Kartenn an inizi (1960)

E 1939 e oa bet embannet ar rummad kentañ o kinnig gweledvaoù an inizi, savadurioù, loened ha gwez ar vro e-kichen poltred a-skerb George V e-barzh un hirgelc'h. Ur rummad heñvel e stumm a voe dibabet gant ar Postoù e 1959-60, gant profil Elesbed II ar wech-mañ.

Tamm ha tamm e cheñchas statud an enezeg gant ma voe diaesoc'h da Vreizh-Veur derc'hel gant un impalaeriezh a gouste arc'hant bras dezhi. Roet e voe an emrenerezh politikel e 1976 (emren e oa ar servij postoù abaoe 1960) hag embannet e voe an dizalc'hidigezh d'ar 7 a viz Gouere 1978.

Liesoc'h eo danvez an timbroù adalek ar bloavezhioù 1960 : bigi hengounel, gouel Nedeleg, loened ar vro, binviji sonerezh ha pezhioù artizanel…

Adalek 1975 e veze merket Solomon Islands war an timbroù ha diverket eo bet ar ger « British ». Dalc'het e voe gant arouezioù Breizh-Veur avat (penn ar rouanez pe ar gurunenn gant E.R. e korn an timbroù).

Pa weler danvez an timbroù a-hed an amzer e c'heller kompren ez eo chomet kreñv al liamm etre an Inizi Salomon ha Breizh-Veur : deiz-ha-bloaz Emgann Trafalgar (27 timbr e 2005), 150vet deiz-ha-bloaz ar Victoria Cross, deiz-ha-bloaz Priñs Kembre...

Kanoe Ysabel (1956)

Levrlennadur

kemmañ
  • Croom-Johnson, R.P. The stamps of the British Solomon Islands. Torino: Editrice Filatelica, 1928, 17p.
  • Franks, Don and Peter Forrestier Smith. The Stamps and Postal History of the Solomon Islands: Illustrated check list of postal history items of the pre-Protectorate and the "Woodford" eras. London: Pacific Islands Study Circle, 2001, 170p.
  • Gisburn, Harold. British Solomon Islands Protectorate: Its Postage Stamps and Postal History. Southampton: J. Sanders, 1956, 111p.
  • Proud, Edward. The Postal history of the British Solomon Islands and Tonga. Heathfield (E.Sussex): Proud-Bailey Co. Ltd, 2006 ISBN 1872465498, 296p.
  • The Solomon Islands Philatelic Guide. Honiara: British Solomon Islands Philatelic Bureau, 1972, 12p.

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennad kar

kemmañ