Meurvor Habask

meurvor
(Adkaset eus Mor Habask)

Ar Meurvor Habask (Latin Mare Pacificum, un anv roet gant an ergerzher portugalat Fernan Magalhaes) eo an tolzennad dour brasañ er bed. Stumm ur c'helc'h en deus ar meurvor-se dre vras. Goleiñ a ra un drederenn eus gorread ar Voul-zouar gant e 179,7 milion km². Eus an Norzh betek ar Su ez eus war-dro 15.500 km eus Mor Bering e takad an Arktika betek Mor Ross en Antarktika.
Lod eus an douaroniourien a lavar ez eus ur meurvor trobolel, anvet Meurvor ar Su en-dro da Antarktika ha ne vefe ket ul lodenn eus ar meurvorioù all. Ledander hirañ ar Meurvor Habask a vez kavet war-dro 5° N ledred, e-lec'h ma tizh 19 800 km eus strizh-mor Malaka en Indonezia betek aod Kolombia. E foz Mariana emañ al lec'h gant an donder brasañ er bed, da lavaret eo 10 911 m.

Meurvor Habask
meurvor
Rann eusmeurvor ar bed Kemmañ
Stadtalvoud ebet Kemmañ
E tiriadDourioù etrebroadel Kemmañ
Lec'hiadurDouar Kemmañ
Daveennoù douaroniel0°0′0″N 160°0′0″W Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter55°57′0″S 67°15′0″W Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh58°12′59″N 169°0′0″W Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su60°0′0″S 125°0′0″W Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg0°53′30″S 128°41′35″E Kemmañ
Lowest pointChallenger Deep Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://travel.stackexchange.com/tags/pacific-ocean Kemmañ
Map
Ar Meurvor Habask (kartenn saoznek)

War-dro 25 000 enezenn zo bet kontet er Meurvor Habask (muioc'h eget e-barzh an holl vorioù all asambles) hag an darn vuiañ anezho er Su d'ar c'heheder.

War marzhoù ar C'hornôg e kaver morioù bihan enklozet etre enezegoù bras : Mor Sulawesi, Mor Koural, Mor Sina ar Reter, Mor Japan, Mor Sina ar Su, Mor Sulu, Mor Tasman hag ar Mor Melen. Strizh-mor Malaka a zo un harz etre ar Meurvor Habask ha Meurvor Indez koulz ha Tremen Drake ha strizh-mor Magalhaes a zo dorioù d'ar Meurvor atlantel.


Liammoù diavaez

kemmañ