Ur rouantelezh vihan eus Su Afrika eo al Lesotho, kelc’hiet gant Republik Suafrika. Dindan anv Basoutoland e oa anavezet a-raok 1966, pa oa trevadenn ar Rouantelezh-Unanet c’hoazh.

Betek fin ar bloavezhioù 70 ez eo gouestlet danvez an timbroù embannet da dud pe lec’hioù ar vro (Skol-Veur Botswana-Lesotho-Eswatini, ar Roue Moshoeshoe I, an douristelezh…) met goude 15 vloaz a furnez ez eo krog melestradurezh ar Postoù da sevel ur greanterezh hag a zo pell a-walc’h diouzh ezhommoù an annezidi. Pa oa embannet 474 timbr etre 1966 ha 1981 e konter 771 tamm e-pad ar pemzek vloaz (1982-1997) da heul, gant ar spi mont dreist d’ar sifroù moarvat, rak 662 timbr zo bet lakaet e gwerzh etre 1998 ha 2007 dija… 187 timbr moullet e 1998 en ur vro 2 vilion a dud enni !

E gwirionez e faot d’ar Postoù pourveziñ dastumerien timbroù « dre zanvez » ar bed a-bezh, en ur embann skeudennoù liesliv diwar-benn ar fleurennoù (pevar rummad ha 35 timbr e 1991), tiegezh ar Rouanez Elizabeth II, aktourien ar sinema japanek, ar chas, ar c’hirri-tan, ar balafenned… Pep diskouezadeg timbroù ha ma vefe e Tokyo pe Bariz a ro abeg da voullañ timbroù gant tudennoù Walt Disney, evit enoriñ 200vet deiz-ha-bloaz an Dispac’h e Bro-C’hall zoken. Un dibab eo, hini kalzig stadoù afrikan ar marevezh-se, gant efedoù kontrol d’ar bolitikerezh kaset da benn : izel eo talvoudegezh timbroù n’heller dastum anezho holl (re zo re !).

Pennad kar

kemmañ