Timbroù Montserrat

Un enezenn vihan eus ar Mor Karib eo Montserrat, lec’hiet etre Gwadaloup hag inizi Antigua ha Sant Kitts ha Nevis. Trevadenn ar Rouantelezh-Unanet eo bet a-raok na vefe meret ar vro gant ur gouarnamant lec’hel e 1963.

Timbroù Antigua zo bet implijet war an enezenn betek 1873. Soulgarget ez eus bet ur rummad gant an anv MONTSERRAT e 1876. E 1880 e krog ar velestradurezh da embann timbroù gant ar meneg Montserrat (rummad Viktoria).

Timbroù warno ar meneg « Leeward Islands » a vo implijet ivez etre 1890 ha 1956.

Etre 1958 ha dibenn miz Mae 1962 ez eo ezel Kevredad Indez ar C’hornog (« West Indies Federation » e saozneg). Timbroù gant ar meneg-se a vo implijet war inizi Antigua-ha-Barbuda, Barbados, Dominika, Grenada, Jamaika, Sant Kitts, Nevis, Anguilla,Santez-Lusia, Sant-Visant hag ar Grenadinez, Trinidad ha Tobago.

Kalzik rummadoù timbroù moulet abaoe ar bloavezhioù 80 zo gouestlet d’an natur ha da diegezh Rouanez Bro-Saoz.