Timbroù Postoù prevez Mozambik
E dibenn an XIXvet kantved e oa bresk aotrouniezh Portugal e Mozambik c’hoazh, tra ma oa ar Rouantelezh-Unanet hag Alamagn o klask troc’hañ ar vro e daou damm evit o mad.
Tra ma oa dic'houest rouantelezh Portugal da fiziañ a-walc’h a gevala evit dont a-benn eus he folitikerezh trevadenniñ, divizet e oa bet neuze feurmiñ Mozambik da gompagnunezhioù prevez, dezho ar garg merañ an tiriad hag ar boblañs.
E 1891 e voe lezet un drederenn eus ar vro gant tri embregerezh saoz anvet Mozambique Company, Nyassa Company ha Zambezi Company. Aotreet e vo an daou embregerezh kentañ da embann o zimbroù er rannvroioù dindan o dalc’h.
Timbroù Kompagnunezh Nyassa
kemmañAr « Companhia do Nyassa » e portugaleg, krouet e miz Meurzh 1893, a oa e penn ar velestradurezh e hanternoz Mozambik (rannvroioù Cabo Delgado ha Niassa, he zleadoù ha gwirioù merket gant ur Garta kensinet gant gouarnamant Portugal evit diorren ekonomiezh ar vro ha derc’hel levezon Portugal warni.
Diazezet e oa beli an embregerezh war sistem ar "Chibalo" a redie an annezidi da labourat dre ret er parkeier kotoñs, er plantadegoù, e labourioù ar servijoù publik. Ijinet e oa bet un taos war al lochennoù plouz evit ma vefe ur sac’had dle war chouk pep hini.
Ar sistem mezhus-se a badas betek ar 27 a viz Here 1929. Ne voe ket astennet ar gevrat etre Portugal hag ar gompagnunezh e fin an termen (35 bloaz), ha divodet e voe-hi e 1929.
Gant ur fazi bras e krog istor postoù Kompagnunezh Nyassa, e 1895, pa tiviz Gouarnour an ensavadur kuitaat Londrez evit mont d’ar Mozambik ha gantañ miliadoù a dimbroù dezho un dalvoudegezh hollek a 158 000 000 reis. An timbroù-se, gant skeudenn tour Cabo Delgado, a oa bet moullet e Bro-Saoz. Daoust d’ar Gompagnunezh bezañ aotreet da embann timbroù e rankent bezañ graet e Portugal hervez ar Garta bet kensinet gant Portugal. Nullet e voe an embannadur gant ar gouarnamant neuze ha distrujet an holl dimbroù pe dost.
War-dro 141 a voe embannet dindan anv "Companhia do Nyassa", met un dregantad izel diouto a zo bet implijet en Afrika, an darn vrasañ eus outo o vezañ gwerzhet da dastumerien timbroù e Londrez.
N’eo ket gwall liesseurt temoù an timbroù avat : ur jirafenn, un dremedal embannet er rummad 1901, ur roudenneg, poltred Vasco de Gama ha tresadenn e vag, ar São Gabriel, ur vag dre lien (1921-23). Un nebeud timbroù-taos a voe embannet e 1924.
Timbroù Kompagnunezh Mozambik
kemmañE-pad ur prantad-amzer hir (etre 1891 ha 1942) ez eus bet embannet timbroù gant Kompagnunezh Mozambik e tiriadoù Manica ha Sofala da lavaret eo 135 000 km².
Timbroù Mozambik soulgarget gant COMP Ạ DE MOÇAMBIQUE a voe lakaet e gwerzh er penn-kentañ, heuliet gant ur rummad skoed-ardamez. Dreist-moullet e vint holl a vloaz da vloaz gant ar gerioù PROVISORIO (1895) pe REPUBLICA (e 1911), gant prizioù nevez a-wechoù.
Goude ar Brezel-Bed kentañ e teuas er-maez ur rummad gant ar meneg Companhia de Moçambique hag ur skeudenn engravet er c’hreiz.
Danvez anezho a gaver a-leizh war timbroù ar broioù trevadennet : ar madoù produet e Mozambik (kotoñs, ivor, butun, kafe, industriezh ar c’hoad), gweledvaoù (kêriadenn annezidi, Palez justis ha porzh Beira, stêr Buzi). Peadra zo d'en em c’houlenn evit piv e veze embannet timbroù.
Un eil rummad heñvel a voe e 1925-31. Un trede rummad e 1937 a veskle skeudennoù eus loened gouez, tud ar vro, savadurioù (pont war ar ster Zambezia, kreñvlec’h Sofala), da lavaret eo un dekor, ket ur vro da vat evit pennadurezhioù ar velestradurezh.
Tra ma kendalc’has betek 1940 da embann timbroù e c’hellas Kompagnunezh Mozambik kinnig tammoù evit post dre-nij e 1935.