Timbroù Sant-Pêr-ha-Mikelon

Emañ inizi Sant-Pêr-ha-Mikelon e hanternoz ar meurvor Atlantel, nepell diouzh aodoù Kanada. Dindan dalc’h Bro-C’hall emaint abaoe Feur-Emglev Paris e 1763.

Statud ur strollegezh tramor (e galleg Collectivité d'outre-mer, gwreskanv : COM) eus ar Republik C'hall eo hini an tiriad, meret hervez mellad 74 bonreizh ar Pempvet Republik.

1854 : krouet eo servij ar Postoù. Ne vez ket implijet timbroù, kachedet e vez al lizhiri hepto.

1859 : Timbroù Bro-C’hall a vez lakaet e gwerzh.

Timbr 1891

1885 : aotreet eo gant gouarnour an enezeg dreistmoullañ timbroù an trevadennoù (Colonies Générales) gant al lizherennoù S P M.

E 1891 avat eo sklaeroc’h orin an timbroù gant ar soulgarg « ST-PIERRE M-on » mui ar priz.

E 1909 avat e tiviz ar velestradurezh embann timbroù nevez dindan anv Saint-Pierre-et-Miquelon gant ar pennlizherennoù FR a-gostez. Skeudennaouet eo gant penn ur pesketour, ur gouelan hag ur goueletenn besketa, pep hini anezho gant ul liv hag un talvoud-gwerzh dibar. Arzourien c’hall o deus treset danvez an timbroù, hep gouzout diouzh buhez annezidi an inizi tramor. Awenet int bet gant skeudennoù embannet er c’hazetennoù pobl ar mare-se, daoust d’ar patrom diskouezet bezañ pell diouzh poltred ha gwiskamant ur gwir pesketour. Advoullet e vo meur a wech ar rummad folklorel. Betek 1931 e vez moullet an hevelep timbroù e Sant-Pêr-ha-Mikelon hag en trevadennoù all. Er bloaz-se e voe embannet, e pep korn eus Impalaeriezh trevadennel Frañs ur rummad gouestlet da Diskouezadeg etrebroadel an Trevadennoù a c’hoarvez e Pariz e 1931. Lakaet e vezer diaes hiriv an deiz pa arvester ar skeudenn, blaz ar ouennelouriezh warni : ur vaouez war-sav, un neuz european dezhi, sklerijennet gant an heol, ha dirazi tudennoù hanter noazh, gant bugale, o saludiñ.

E 1932 e teu er-maez ur rummad a ginnig deomp karta an inizi evit ar wech kentañ, skeudenn un tornaod hag un tour-tan, ur chaluter. Dreistmoullet eo an timbroù kozh gant Jacques Cartier 1534-1934 evit enoriñ dizoloadenn ar Breizhad meur.

D’ar 24 a viz Kerzu 1941, degouezhout a ra an tri lestr-brezel Aconit, Alysse ha Mimosa eilet gant al lestr-spluj Surcouf e porzh Sant-Pêr. Dont a ra an enezeg dindan dalc’h melestradurezh ar France Libre diouzhtu.

Pemp devezh war-lerc’h ez eus kaset ur pellskrid da Londrez, sez an emsav evit dieubiñ Bro-C’hall, gant ar gouarnour nevez anvet : 1 500 rummad timbroù zo bet dreistmoullet e ruz ganeomp (Noël 1941 France Libre F.N.F.L.) STOP Soulgarget e vo ar stock timbroù en e bezh, da lavaret eo 800 000 lur STOP Soñjit kas timbroù nevez deomp.

Klasket e vez bremañ gant aked gant an dastumerien an timbroù bet embannet e-pad ar brezel, dreistmoullet gant ar gerioù France Libre. Ne chomfe nemet 27 skwerenn eus an timbr 3 lur a liv kistin-sklaer savet e 1942.

Timbr 1942 embannet e Londrez

E 1942 e voe embannet timbroù savet e Londrez dindan an anv France Libre ha Kroaz Anjev a-zindan. Ar rummadoù boas a vo kavet e dibenn ar brezel alato : Entr’aide Française, Felix Eboué, Anniversaire de la Victoire, 75vet deiz-ha-bloaz Unvaniezh Postoù ar Bed.

N’eo mui Sant-Pêr-ha-Mikelon un drevadenn vihan eus an impalaeriezh c’hall e 1946 : treiñ a ra e statud da Diriad Tramor (Territoire d’Outremer – TOM), betek 1976 pa vo Departamant Tramor (Département d’Outremer – DOM) hag e 1985 ur Strollegezh Tramor (Collectivité d’Outremer - COM).

Betek 1985, an timbroù a vez ijinet ha moullet e Bro-C’hall ha kaset d’an enezeg. Un tamm striv a zo graet evit tapout liv ar vro : plant, loened, buhez an inizi.

Hogen, ar statud Departamant tapet e 1976 a vir ouzh an tiriad da anavezout an disterañ emrenerezh : n’eus timbr ebet dindan anv Sant-Pêr-ha-Mikelon betek 1986. Timbroù ar Republik c'hall a vo graet gante.

Pa voe roet lañs en-dro da servijoù-post an inizi e voe savet gant Kuzul an Tiriad ur poellgor a-ratozh, eno dilennidi ar c’huzul-ren, arzourien ar vro, dilennidi ar strolladoù timbrawourien, dilennad Servij ar Postoù, evit sevel asambles programm an embann timbroù bep bloaz.

Timbr 2021

An timbroù boutin eus ar rummadoù Marianne, dreistmoullet gant anv an tiriad a vez e gwerzh koulskoude.

Ur cheñchamant a c’hoarvez e 2002 avat : tennet eo an anv « Saint-Pierre-et-Miquelon » hag erlec’hiet gant SPM e 2002 ha SP & M e 2005.

Liammoù diavaez

kemmañ