Un enezeg 115 enezenn enni eo ar Sechelez, e Meurvor Indez, e biz Madagaskar. Dindan beli Rouantelezh Bro-C'hall e voe etre 1756 hag ar bloaz 1815, pa zeuas da vezañ trevadenn ar Rouantelezh-Unanet. Ur Republik eo abaoe 1976.

Timbr 1903
Timbr 1971
Timbr 1976

Etre 1861 ha 1890 e veze implijet timbroù ar Rouantelezh-Unanet ha re Enez Moris eno, kachedet gant ur siell B 64.

Timbroù boutin an trevadennoù saoz a zo bet lakaet e gwerzh e 1890 : poltred ar rouanez Victoria, hini Edouarzh VII e 1903-1904 ha George V da c’houde (1917-20).

E 1938 e voe embannet ur rummad 15 timbr gant skeudennoù liesseurtoc’h an danvez anezhañ : ur wezenn-balm, ur baot ramz, ur birogenn e-kichen poltred ar roue nevez (George VI… En eil rummad tost heñvel e stumm (unliv, gant poltred ar roue koshoc’h avat) a voe kavet e 1952. Tamm-ha-tamm e voe ledanaet dibab an tachennoù skeudennaouet gant an timbroù : bloavezh an douristelezh (1967), istor an enezeg (1969), pesked hag evned ar vro (1972 ha 1974)…

E 1976, bloavezh an dizalc’hidigezh anezahañ, dont a ra er-maez ur rummad timbroù “broadel” evit enoriñ istor an enezeg (dilestrañ an trevadenourienn, ar Marc’heg Quéau de Quincy, skoed-ardamez ar Stad nevez, banniel ar Sechelez.

An hevelep bloaz e voe embannet kichen ha kichen war un timbr banniel Sechelez ha hini Stadoù-Unanet, ar vro-se o lidañ 200vet deiz-ha-bloaz ar republik amerikan. E 1977 e voe tapet ar galloud gant an alvokad sokialour France-Albert René ha cheñchet liv ar Stad gantañ. Un timbr 60vet deiz-ha-bloaz Dispac’h miz Here (e Rusia) a voe embannet, gant an alc’hwez Republic of Seychelles. Koulskoude, n’eus ket bet kalz timbroù a rafe brud d’un tuad politikel bennak e-pad bloazioù warlerc’h. Buhez prevez tiegezh Elesbed II a roas dalc’hmat abeg evit moullañ timbroù gant dremm he mibien Charlez hag Andrew da geñver o eured (1981 ha 1986), pe hini he mamm da zeiz he deiz-ha-boaz.

Timbroù ZIL ELOIGNE SESEL

kemmañ
 
Cypraea tigris (1980)

Etre 1980 ha 1992 e voe embannet timbroù da vezañ implijet ez ofisiel war an enezeg e su Sechelez (Amirante, Aldabra, Farquhar…). Betek 1976 e vezent dindan dalc’h ar Rouantelezh Unanet hag e veze graet eno gant timbroù Tiriadoù Breizh-Veur Meurvor Indian. Staget e voent ouzh Republik Sechelez, met gant ar soñj diorren an ekonomiezh hag an douristelezh e voe savet ur velestradurezh postel emren betek 1992.

Ouzhpenn “Seychelles” e voe meneget war bep timbr anv an inizi e kreoleg, ur yezh na vez ket implijet a galz gant ar postoù avat. A vloaz da vloaz e cheñchas an alc’hwez :

  • 1980-1982 : Zil Eloigne Sesel
  • 1982-1984 : Zil Elwagne Sesel
  • 1985-1992 : Zil Elwannyen Sesel

Heñvel awalc’h ouzh re Sechelez eo danvez ar skeudennoù war an timbroù : tiegezh Elesbed II, loened gouez ar vro, ar pesketa, an douristelezh. Souezhet e c’heller bezañ koulskoude gant ur rummad gouestlet d’an Tad Nedeleg (e 1988), hennezh gwisket gant e vantell ruz, o tilestrañ war un draezhenn heoliek …