Timbroù Turkmenistan
Republik Turkmenistan (Turkmenistan Respublikasy e turkmeneg) zo ur vro en Azia ar C'hreiz.
Dindan dalc’h Impalaeriezh Rusia eo chomet Turkmenistan e-pad kantvedoù a-raok bezañ unan eus republikoù an Unvaniezh Soviedel, dindan an anvioù "Republik Sokialour Soviedel Emren Turkestan" e 1918 ha "Republik Sokialour Soviedel Turkmenistan" e 1924.
Embannet e voe timbroù kentañ Turkmenistan d'ar 26 a viz Ebrel 1992, c’hwec’h miz goude bezañ embannet dizalc’hiezh ar vro. Timbroù an Unvaniezh Soviedel a veze implijet e Turkmenistan a-raok.
An holl obererezhioù postel a vez kaset da benn gant an Turkmenpochta (anv ar velestradurezh), perc'hennet gant ar Stad hag a zo dindan evezh Ministrerezh ar Pellgehenterezh. Ar gouarnamant turkmen a zalc'h ur c'hontrol strizh war ar c'hemennadennoù dre bostel.
Er c'hontrol d'ar republikoù soviedel kozh all, ne reas ket Turkmenistan gant timbroù soviedel dreistmoullet evit bastañ d'e ezhommoù post goude an dizalc'hiezh, daoust ma kaver un toullad menegoù dreistmoullet war timbroù Turkmenistan e 1992 ha 1993.