Tomoe Gozen
Tomoe Gozen a oa ur vaouez samourai e diwezh ar Marevezh Heian en XIIvet kantved e Japan.
Dimezet e oa gant Minamoto no Yoshinaka, met ne chome ket er gêr da c'hortoz he gwaz, pell alese. E heuliañ a rae war an tachennoù-emgann ha kemer a rae perzh er c'hadoù.
Gant daou gleze, a oa brient ur samourai, hag un naginata (un doare falc'h japanaat) e veze o stourm war varc'h hag o tiwall he gwaz diouzh e enebourien. Anzavet e veze he nerzh hag e c'halonegezh gant an holl gadourien (bushi), kamaladed pe get.
He gwaz, Minamoto no Yoshinaka, breur Yoritomo ha Yoshitune, a oa ur jeneral lemm. Dre ma oa lemm betek re hervez e vreudeur e voe muntret ganto.
Goude kement-se, Tomoe Gozen a baouezas d'en em gannañ hag a yeas da leanez voudaat. Krog e voe ar vojenn d'en em ledañ ha lakaet e voe e buhez da bezhioù-c'hoari Nô.
Tomoe Gozen a vez adkaet alies e-kerzh gouel Jidaï Matsuri e Kyōto d'an 22 a viz Here.
Daveoù
kemmañ- (en) Stephen Turnbull, Samurai Women 1184-1877, Osprey Publishing, 2012 (ISBN 978-1-78096-333-4)
- (en) Szczepanski, Kallie, A Long History of Japanese Women Warriors, ThoughtCo, 25 Eost 2020