Tort (den)
pajenn disheñvelout Wikimedia
- Ur bajenn disheñvelout Tort zo ivez.
Un tort zo un den a zo distummet e gein gant un tort, abalamour d'ur c'hleñved.
Mojennoù zo diwar-benn an dorted, pe tud tort.
Tud
kemmañTorted brudet zo:
- Pepin an Tort, mab da Garl Veur
- Alfonso Froilaz, el Jorobado (?-932?). Roue León (925-926).
- Konan Iañ (?-992), dug Breizh, lesanvet an Tort,
- Gottfried IV, lesanvet der Bucklige (an Tort) (1040-1076) dug Niederlothringen adal 1069 betek 1076.
- Inge Krokrygg (an Tort) (1135 -1161) roue Norge adal 1136 betek 1161
- Edmond Plantagenêt, lesanvet « an Tort» (1245, Londrez – 1296, Baiona), kont Lancaster, priñs saoz.
- Marc'harid Bavaria (1442-1479)
- Janed Bro-C'hall (1464-1505), pried kentañ Loeiz XII
- Giuseppe Albano (1926 -Roma, 1945) stourmer enepnazi, lesanvet il “Gobbo del Quarticciolo”.
Arzoù
kemmañ- Pulcinella, a zo Polichinelle e galleg, er c'hoariva italian anvet Commedia dell'arte.
- François le bossu, romant gallek gant Kontez Ségur
- Quasimodo, e romant Victor Hugo, Notre-Dame de Paris.
- Rigoletto, e c'hoarigan Giuseppe Verdi.
- an Tort, anv brezhonekaet romant ar roazhonad Paol Féval anvet Le Bossu.