An tri marmouz fur (japaneg: 三猿, san'en pe sanzaru, pe 三匹の猿, sanbiki no saru, strizh : "tri marmouz") zo un arouez hag a dalv « na wel droug ebet, na glev droug ebet, na lavar droug ebet ». Anvioù an tri marmouz eo Mizaru, a guzh e zaoulagad ha ne wel droug ebet ; Kikazaru, a guzh e zivskouarn ha ne glev droug ebet ; Iwazaru, a guzh e veg ha ne lavar droug ebet.
A-wechoù e vez ur pevare marmouz, Shizaru, evit « na ra droug ebet » ; gallout a ra bezañ diskouezet o kroaziañ e zivrec'h.

An tri marmouz fur e santual Tōshō-gū
Doare Mahatma Gandhi

Talvoudegezhioù liesseurt a vez roet d'ar marmouzed-se, hag alies e vez liammet ar c'hrennlavar gant bezañs ur spered, ul lavar hag un ober mad. Er c'hornôg e vez implijet a-wechoù ar frazenn evit komz eus ar re a ra van da chom hep bezañ bet gwelet un dra direnkus.

Ur c'hizelladur eus ar XVIIvet kantved war un nor eus ar santual Tōshō-gū e Nikkō, Japan, eo mammenn ar c'hrennlavar. Gant Hidari Jingorō e voe savet hervez Kod Emzalc'h Konfusius, oc'h implijout ar marmouz en un doare da ziskouez kelc'hiad buhez mab-den. Eizh panell zo en holl, an tri marmouz fur o vezañ en eil. Eus Japan avat eo deuet ar preder moarvat, gant ur vojenn dendai-voudaek deuet eus Sina en VIIIvet kantved (mare an Nara). Lavaret ez eus bet ez eo an tri marmouz arouez tri ger-meur skol grenn ar sektenn.

Er bloavezhioù diwezhañ e lakaer a-wechoù da bevare marmouz unan ha ne wel, na ne glev na ne lavar netra peogwir ne ra nemet c'hoari gant e boellgomzer[1],[2].

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.