Tricastini
An Tricastini (e latin; Τρικαστινοί e gresianeg) a oa ur bobl kelt-ligur e Galia.
Bevañ a raent etre ar stêr Ron hag an Alpoù, war-dro ul lec'h a zo deuet da vezañ kumun Saint-Paul-Trois-Châteaux, hag a zo bet, eus ar IVe kantved betek dibenn an XVIIIvet kantved, eskopti Saint-Paul-Trois-Châteaux (latin : Dioecesis Tricastrinensis). Meneget int e Geographika Strabon. Perzh a gemerent e kengevredad Cavares.
Ur blakenn varmor gant un enskrivadur latin zo bet kavet e 1961 e Vaison-la-Romaine ; miret eo er Mirdi Théo Desplans. Graet e oa ar blakenn da lakaat ouzh sichenn un delwenn, ha meneg zo eus ur velegez e-touez an Tricastini, anvet Antistia Pia Quintilla a oa "flamen" (belegez) an drevadenn "colonia Flavia Tricastinorum", da lavarout eo tolead Saint-Paul-Trois-Châteaux. Graet (pe paeet) eo bet ar blakenn gant he disklavour (Filokrites pe Filokrates.
Hervez an istorour roman Titus Livius e oa deuet Galianed, Bituriged anezho, da aloubiñ Italia, kaset gant Bellovesus hag o tont eus bro an Tricastini. Pa ra anv eus kerzhadeg arme Hannibal Barca e lavar en doa treuzet bro an Allobroged ha hini an Tricastini, ha goude hini ar Voconci, ha neuze hini an Tricori, ken na oa erruet dirak kêr Druentia. Neuze e c'haller dastum edo an Tricastini o chom etre ar stêrioù Isère ha Droma, m'emañ Augusta Tricastinorum, deuet da vout Saint-Paul-Trois-Châteaux, a oa o c'hêr-benn neuze.
Skridoù
kemmañ- H. Rolland : Une inscription de Vaison, CRAI, 105-2, 1961, p.359-363 (Alese AE 1962, 143) ; C. Goudineau: Note sur Antistia Pia Quintilla, flaminique et patronne, Gallia, 37-2, 1979, p. 271-273
- Du Tems, Hugues: Le clergé de France, ou tableau historique et chronologique des archevêques, évêques, abbés, abbesses et chefs des chapitres principaux du Royaume, depuis la fondation des églises jusqu'à nos jours, levrenn gentañ, Delalain, Paris, 1774, "Saint-Paul-Trois-Châteaux", blz 355-356.