Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad illativel (saoz.: illative case, diwar al latin: illatus "degaset (eus an diavaez)") evit komz eus un droad-lec'hianñ a dalvez da verkañ ar fed ma kemm lec'h un den pe un dra bennak o vont eus an diavez d'an diabarzh, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "e(-barzh)" e brezhoneg

Er yezhoù finnek-ougrek

kemmañ

Implijet e vez an droad-mañ gant ar yezhoù finnek-ougrek, da skouer:

háza házba ("(betek) en/e-barzh an ti")
majamajasse pe "majja" ("(betek) en/e-barzh an ti")
talotalohon("(betek) en/e-barzh an ti")

El lituaneg

kemmañ

Daoust ha ne vez ket implijet nemeur er yezh unvan dre skrid a-vremañ, e vez eimplijet ingal gwezhall hag implijet e vez c'hoazh an droad illativel dre gomz e rannyezhoù lituanek 'zo, kavet kalz aliesoc'h en unander evit el liester, da skouer:

karas (nom. gourel: "brezel") → karan
upė (nom. benel: "stêr") → upėn

Liammoù diavaez

kemmañ