Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad sokiativel (saoz. sociative case, diwar al latin socius ) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed ma vez kaset da-benn un ober a-gevret gant unan all, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "gant" e brezhoneg.

Implijet e vez e yezhoù dravidek zo, da skouer e tamileg, merket gant meur a lostger disheñvel hervez degouezhioù yezhoniel resis, en o zouez "-(ā)N":[1].

kolaN ("gant ur bir")
balimiN ("gant nerzh")

Implijet e vez ivez an droad sokiativel gant ar pandjabeg, an ourdoueg hag ar sindeg[2]

Gwezhall e veze implijet ivez gant an hungareg. Bremañ, avat ec'h implijer an droad instrumentel-komitativel en e lec'h.

Gwelit ivez:

kemmañ

Mammenn:

kemmañ
  1. Sanford B. Steever (1998: paj. 192) The Dravidian Languages, Taylor & Francis, 1998 [1]
  2. Tafseer Ahmed, Ablative, Sociative and Instrument Markers in Urdu, Punjabi and Sindhi[2]

Levrlennadur:

kemmañ