Troidigezh diwar ar rusianeg el lennegezh vrezhonek
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Setu ur pennad diechu hag a denn d'al lennegezh. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ne gaver ket troidigezhioù e brezhoneg diwar ar rusianeg a-raok ma voe embannet gant Gwalarn meur a destenn, pa embanne saverien ar gelaouenn lennegel-se e oa ret digeriñ ar brezhoneg da lennegezhioù ar yezhoù all. Da vare Gwalarn ne oa ket troourien gouest da dreiñ diwar ar rusianeg war-eeun, ha kement-se n’eo ket gwir hiziv ivez. Div wezh ez eo bet renablet an troidigezhioù diwar ar rusianeg e brezhoneg, e 1999 hag e 2021, ken e c’heller gouzout ez int puilh a-walc’h diouzh ment al lennegezh vrezhonek, met berr e chom niver an oberennoù troet, barzhonegoù berr ha danevelloù d’an aliesañ.
Mare Gwalarn
kemmañEn niverenn 16 (Hañv 1928) ec’h embannas Gwalarn an droidigezh kentañ diwar al lennegezh rusianek. Kinnig a reas Roparz Hemon An Damez a Bikez (Пиковая дама, 1834), un danevell savet gant Pouchkin : « Da rei da lennerien Vreiz ar genta troidigez, a gredomp, graet e brezoneg diouz al lennegez rusiat, hon eus dibabet unan eus ar genta skrivagnerien vras a grouas al lennegez-se. E derou an XIXvet kantved e veve Pouchkin (1799-1837) ». N’ouzer ket diwar peseurt yezh e oa bet troet gant Roparz Hemon ; diwar ar saozneg a c’heller krediñ, pa ne ouie rener Gwalarn tamm rusianeg ebet.
En niverenn 17 (Nevez-Amzer 1929) e voe moullet an danevell En tu-hont da Gêr (За городом) savet gant un oberour bev, met nebeut anavezet e Kornôg Europa, Aleksei Novikov-Priboj (Алексей Силыч Новиков-Прибой, 1877-1944). Hervez Anna Mouradova e voe troet gant Roparz Hemon diwar an esperanteg.
En niverenn 18 (Hañv 1929) e skrivas Roparz Hemon ur ginnigadenn eus ar pezh-c’hoari troet gantañ, Ar plac’h dianav (Незнакомка : Лирическая драма), savet e 1906 gant Aleksandr Blok (Алекса́ндр Алекса́ндрович Блок, 1880-1921), un oberour kempred all, met ne ouzer ket petra e oa mammenn ar skrid, pe saozneg pe ur yezh all.
Bloavezhioù goude ez eas Roparz Hemon davet Pouchkin en-dro pa embannas div zanevell Ar Barrad-Erc’h (Метель, 1831) hag An Tenn (Выстрел, 1831), an eil e brezhoneg eeun (war-dro 1 000 ger), en niverenn 85 (Kerzu 1935). Ur wezh all e seblant da Jean-Michel Le Bot[1], ne glaskas ket an troour an troidigezhioù gallek, met ar re saoznek, moullet e 1894 ha savet gant Thomas Keane, en teskad ma kavas ennañ testenn batrom An Damez a Bikez moarvat[2].
Etre Gwalarn ha birvilh ar bloavezhioù 1960
kemmañTroourien ampartoc’h o tont
kemmañTroourien ha troourezed
kemmañTreiñ diwar ar rusianeg
kemmañLevrlennadurezh
kemmañ- (br) Anna Mouradova, Kudennoù an treiñ diwar ar rusianeg e brezhoneg, Lesneven, Mouladurioù Hor Yezh, 1999, (ISBN 978-2-86863-103-9). Ennañ emañ ar renabl kentañ eus an troidigezhioù diwar ar rusianeg.
- (fr) Jean-Michel Le Bot, « Les traductions de la littérature russe en langue bretonne ». E-barzh Revue des études slaves, XCII-2, 2021, pp. 337-350 — En-linenn