Tu-enepc'houzañv
Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu -enepc'houzañv (saoz.: "antipassive voice") evit komz eus un tu yezhadurel a dalvez da diverkañ renadenn ur verb tranzitivel.
Digresket e vez neuze fiz ur verb tranzitivel (-1) dres evel ma c'hell ober an tu-gouzañv pa vez diverket ar graer/adstagadenn yezhadurel diret.
Kalz raloc'h eo an tu-enepc'houzanv evit an tu-gouzañv, avat, implijet dreist-holl gant yezhoù hengounel Aostralia hag Amerika, met ivez gant un nebeud yezhoù all[1].
Implijet e vez an tu-enepc'houzañv er yezhoù ergativel-absolutivel hag en degouezh-mañ ar fd ma vez diverket ur renadenn a laka troad ar rener da gemmañ eus an troad ergativel o tont da vezañ absolutikel.
Kavet e vez ivez en un nebeud yezhoù nominativel-akuzativel ma vez displeget ar verb koulz evit ar rener hag evit ar renadenn (yezhoù liesgourel), ha neuze e vez savet an tu-enepc'houzañv peurliesañ dre diverkañ ar c'henger a dalvez da verkañ ar renadenn, evel da skouer e masaieg ha komantcheg.
Implijet e vez an tu-enepc'houzañv ivez gant un nebeudig yezhoù eeun-kontrol.
Ral a wezh e vez implijet an tu-enepc'houzañv gant ar yezhoù aktivel-stativel ha gant ar yezhoù nominativel-akuzativel implijet gante un displegadurel verbal a glota gant ar rener nemetken (displegadure unblas)[2].
Alies e talvez an tu-enepc'houzañv da degas titour o tennañ d'an arvez yezhadurel pe d'an doare (yezhoniezh) doare yezhadurel]], o lakaat ur frazenn da vezañ amstrizh, hag all.
Alies e talvez frammadur kevreadurezhel an tu-enepc'houzañv da lakaat arguzennoù resis da vezañ paoelloù kevreadurezhel un islavarenn stag pe ur frammadur heñvel all. E dyirbaleg, da skouer, e rank an arguzenn diverket bezañ en troad absolutivel pa stager an eil rannfrazenn ouzh eben.
En euskareg
kemmañImplijet e vez an tu-enepc'houzañv gant an euskareg. Lakaet e vez ar graer/rener en troad absolutivel, met ne vez ket diverket ar renadenn absolutivel, ha neuze e vez merket koulz ar graer hag ar renadenn gant an hevelep troad, da skouer:
- Tu-gra:
- Gauza miragarriak ikusi ditut (nik)
- tra boemus-LIES.-ABS. gwelet-STRIZH kaout-BREMAÑ-LIES-me (Me-ERG.)
- "Gwelet em eus traoù boemus"
- Tu-enepc'houzañv:
- Gauza miragarriak ikusirik nago / ikusia naiz
- tra boemus-LIES.-ABS. gwelet-STRIZH-STAT. on / gwelet-STRIZH-AKT. on
- *"Gwelet e vezan traoù boemus"
Liammoù diavaez
kemmañ- ↑ Antipassive constructions
- ↑ Nichols, Johanna; Linguistic Diversity in Space and Time; pp. 154-158. ISBN 0226580571
- What is Antipassive Voice? at SIL
- Antipassive voice bibliography at Ethnologue
- "Asymmetries between Passivization and Antipassivization in the Tarramiutut Subdialect of Inuktitut" by Matthew Beach (MS-Word file)