Tu (yezhoniezh)
(Adkaset eus Tu yezhadurel)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu (yezhadurel) pe diatezenn (diwar ar stumm latinekaet diathesis, diwar an henc'hresianeg: diatithenai, "urzhiañ") evit komz eus ur verb en ur frazenn resis hag an doare m'emañ liammet ar stad pe an ober displeget gantañ ouzh arguzennoù ar verb-se, da lâret eo rener yezhadurel ar frazenn, renadenn(où) ar frazenn, hag all.
An tu diazez eo an tu-gra, pa glota rener yezhadurel ar verb gant graer yezhadurel an hevelep verb en hevelep frazenn.
Roll an tuioù yezhadurel
kemmañ- Tu arbennek (saoz.: "causative voice")
- Tu-damc'houzañv (saoz.: "mediopassive voice")
- Tu darvoudel (saoz.: "circumstantial voice")
- Tu-emober (saoz.: "reflexive")
- Tu eneparbennek (saoz.: "anticausative voice")
- Tu-enepc'houzañv (saoz.: "antipassive voice")
- Tu-etre (saoz.: "middle voice")
- Tu-gouzañv (saoz.: "passive voice")
- Tu-gouzañv ambersonel (saoz.: "Impersonal passive voice")
- Tu-gra (saoz.: "active voice")
- Tu-kenemober (saoz.: "reciprocal voice")
- Tu-kenober (saoz.: "cooperative voice")
- Tu-seveniñ (saoz.: "applicative voice")
- Tu-skoazell (saoz.: "adjutative voice")