Verb eneparbennek

(Adkaset eus Tu eneparbennek)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb eneparbennek (saoz.: "anticausative verb") evit komz eus ur verb amdranzitivel a dalvez da dispelgañ un darvoud o tennañ da stad pe da berzh-mañ'r-perzh rener ar verb hep reiñ titour semantikel diwar-benn arbenn an darvoud-se.

Un arguzenn nemeti en deus ur verb eneparbennek (ar rener yezhadurel) hag a dalvez da c'houzañver an ober, da skouer

Un arbenn pe ur graer kuzh en devez an ober kaset da benn gant seurt verboù met ne c'hell ket bezañ displeget war-eeun oc'h implijout frammadur kevreadurezhel ur verb eneparbennek.

Da skouer:

  • "terriñ": "terriñ a reas ar werenn" = "lakaet e oa bet da derriñ/da vezañ torr abalamour d'un arbenn bennak"

N'eo ket an tu-gouzañv ur savadur eneparbennek, rak daoust ha ma c'hell bezañ diverket ar graer yezhadurel tu-gouzañv c'hell bezañ vez diverket e c'hell bezañ meneget er frazenn (d.s. "Gwalc'het e oa bet ar c'hi" pe "Gwalc'het e oa bet ar c'hi gant Yann"). En tu-eneparbennek avat, da lâret eo pa dalvez ur verb arbennek da verb pennañ ar rannfrazenn n'eo ket dav menegiñ ar graer er frammadur kevreadurezhel evit ma vefe sklaer e oa bet kaset da benn an ober gant unan bennak pe gant un dra bennak, da skouer:

Tu-eneparbennek:
"Terriñ a reas ar prenestr"
(*"Terriñ a reas ar prenestr gant Yann")
Tu-gouzañv:
"Torret e oa bet ar prenestr (gant Yann)"
Stad:
"Torr e oa ar prenestr"


Frammadur brizhemober

kemmañ

Peurliesañ er yezhoù romanek, hag ivez e yezhoù all evel ar yezhoù slavek e saver an tu eneparbennek a-drugarez d'ur ur frammadur kevreadurezhel diazezet war implij ur raganv brizhemober stag gant ur verb tranzitivel, da skouer

El vidrio se quebró ("Terriñ a reas ar gwer")
Se está hundiendo el barco ("O c'houelediñ emañ ar vag")
Les poissons se pêchaient et se vendaient ("Pesketaet ha gwerzhet e veze ar peket" / "Pesketañ ha gwerzhañ ar pesked a raed")
Staklo se razbilo. "Terriñ a reas ar gwer"

Implijout a reer an hevelep frammadur gant verboù amdranzitivel evit sevel an tu-etre.


Gwelit ivez:

kemmañ

Liammoù diavaez ha levrlennadur

kemmañ