Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu arbennek (saoz.: "causative voice") evit komz eus un tu yezhadurel pa vez treuzfurmet frammadur kevreadurel diazez ur frazenn, o tont da vezañ arguzenn amskouer ur verb tranzitivel ar graer yezhadurel, en ur lakaat fiz ar verb da greskiñ (+1). Ma van div arguzenn a dalvez da c'hraer ar frazenn goude treuzfurmadur ar frazenn en tu arbennek e rank unan anezhe da vezañ un arguzenn amskouer.

Implijet e vez an tu arbennek gant ar mongoleg hag ar japaneg, da skouer e japaneg:

Tanaka-kun ga atsume-ru
Tanaka nominativel dastum-bremañ
"Tanaka a dastum anezhe".
Tu arbennek
Tanaka-kun ni atsume-sase-yō
Tanaka dativel dastum-arbennek-kinnig
"Lakaomp Tanaka da dastum anezhe".
kodomo ga hon o yom-u
bugale nominativel levr akuzativel lenn-bremañ
"Ar vugale a lenn levrioù"
Tu arbennek
kodomo ni hon o yom-aseru
bugale dativel levr akuzativel lenn-arbennek-bremañ
"Lakaat (a reont) bugale da lenn levrioù)".

Gwelit ivez:

kemmañ