Tu-kenemober
Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu-kenemober (saoz.: "reciprocal voice") evit komz eus un tu yezhadurel implijet gant yezhoù 'zo, en o zouez ar yezhoù bantouek hag ar yezhoù turkek, evit merkañ ar c'henemobererezh, da skouer en ouzbekeg (anvet birgalik nisbati pe "tu boutin") gant an enger "-(i)sh":
- "sevmoq" ("karout") → "sevishmoq" ("en em garout (an eil egile/eben)")
- "ishlamoq" ("labourat") → "ishlashmoq" ("kenlabourat")
Daveennoù:
kemmañDoniyorova, Saodat. 2001. Parlons ouzbek, Pariz: L'Harmattan (ISBN 2-7475-1589-3)