Ubi sunt zo ur bomm latin hag a gaver e deroù meur a varzhoneg latin eus ar Grennamzer, hag a dalv kement ha Pelec'h 'mañ?.

Tennet eo eus al lavar Ubi sunt qui ante nos fuerunt?, hag a dalv kement ha Pelec'h 'mañ ar re zo bet en hon raok. E gavout a reer en eil pedergwerzennad ar c'han kloer "De Brevitate Vitae", anavezet e incipit evel "Gaudeamus Igitur": "Ubi sunt qui ante nos / In mundo fuere?", " Pelec'h emañ ar re, a-raok dimp, a zo bet er bed?"

Ubi nunc...? (" Pelec'h bremañ ?") zo ur bomm damheñvel. A-wechoù e komprener eo lavaret evit diskouez hiraezh, e gwirionez e oant gerioù a breder diwar-benn berrder ar vuhez ha donedigezh ar marv.

Lennegezh

kemmañ

E galleg

kemmañ

Brudet eo ar varzhoneg Ballade des dames du temps jadis gant François Villon er XIVvet kantved ma en em c'houlenn Mais où sont les neiges d'antan ?.

Ur barzh gallek all er Grennamzer, Rutebeuf, a skrivas Poèmes de l'infortune ma kaver ar gwerzennoù :

Que sont mes amis devenus
Que j'avais de si près tenus
Et tant aimés ?

Kanet eo bet ar varzhoneg-se gant Léo Ferré hag anvet Pauvre Rutebeuf; kanet eo bet gant Joan Baez ivez.

En alamaneg

kemmañ

E saozneg

kemmañ

E spagnoleg

kemmañ

E "Coplas por la muerte de su padre", e skrivas ar barzh spagnol Jorge Manrique diwar-benn tud tremenet en tu all d'ar san :

¿Qué se fizo el rey don Juan?
Los infantes de Aragón
¿qué se fizieron?
¿Qué fue de tanto galán,
qué fue de tanta invención
como trujeron?
Las justas y los torneos,
paramentos, bordaduras
y cimeras,
¿fueron sino devaneos?
¿qué fueron sino verduras
de las eras?

Petra e teuas ar roue Don Juan da vezañ ?
Priñsed Aragon,
Petra e teujont holl da vezañ  ?

Pennadoù kar

kemmañ