Un Dornad Plu
Un Dornad Plu a zo un dastumad barzhonegoù skrivet gant Youenn Gwernig hag embannet gant Al Liamm e 1997. Un Dornad Plu pe A Handful of Feathers a zo ul levr divyezhek, gant skridoù brezhonek ha saoznek. Adkemer a ra danvez daou levr bet embannet a-raok: Un Toull en Nor hag An Diri Dir.
Dielfennadur
kemmañEvit kregiñ, divroerezh « gouenn ar Gelted », evel a vez lavaret gantañ, a oa pouezus-kenañ Youenn Gwerbnig. Hag an dra-mañ eo al liamm etre e vuhez hag e labour peogwir e tispleg an temoù en e levri. Ha setu evit en danvez, an tem kentañ a zo divroerezh ar Bretoned, hag evit ledanañ, ar Gelted. An dra-se e vez gwelet e-barzh ar poemoù “Distro” ha “Chomet on meur a wech” a ziskouez harlu ar bretoned o doa c’hoant kavout labour. Ret e oa dezho mont en ul lec'h all pell deus ar vro gwall alies: er Stadoù-Unanet pe e Kanada pe tostoc’h, e Su Bro-C’hall, pe e Pariz. Hag an dra-se a oa spontus evitañ.
Evit ar pezh a sell Youenn Gwernig, bevet en doa e-pad bloavezhioù e New-York, setu perak emañ ar gêr-mañ alies-kenañ e-barzh ar poemoù, dreist-holl e-barzh Identity (hag Identity a zo anv ar poem e brezhoneg ivez) met ivez e “125vet straed”, “new York city blues”... Met evit ledanaat, n’eo ket New York nemetken a zo en e boemoù met kalz a lec’hioù all er-maez Breizh: Bez ez eus menoz ar Beaj, hag ez eus ur poem anavezet “Beaj”. Be ez eus ivez un darempred ispicial gant an amzer en e labour (Hanternoz) an amzer dremenet hag an amzer da zont (evel e vez skrivet e “Distro ar Gelted”: “Emaomp o tistreiñ timat ‘Vit difenn hor gwirioù” da ziskouez an amzer da zont).
An amzer hag al lec’hioù a zo traoù liammet gant an Natur hag gant an doare eo bet graet ar bed. An natur a zo amañ er poemoù "Ar Raned" ha "Un Dornad Plu". Kalz a zeskrivadennoù gweledvaoù a zo e-barzh el levr: “hent ar menez”, “traezh”, “e peoc’h an draonienn”...
Youenn Gwernig a lak ar gaoz war ar pevar amzer alies en a destennoù: "rimadelloù evit an deiz kentañ a viz mae” “mintinoù”… Setu eo posupl gwelout eo Youenn Gwernig un den deus an douar, ganet e Skaer, da lavaret eo, tost emañ deus e vro, deus an Natur, hag evit echuiñ, tost deus ar gwirvoud dre vras. Setu ur barzh tost deus an traoù bemdez ha se zo un digenveizad. Met memestra e koanta ar gwirvoud, un tammig evel Tristan Corbière (a oa breton ivez met e skrive e galleg). Posupl eo da Youenn ober un destenn war ur bignerez pe ur pont, pe kartennoù-post nemeken, da skouer. Setu toud an traoù-se a zo temoù fetis. Evit ar gwirvoud ez euz da skouer ar poem "Tantad" (p.50) a ziskouez e chom e spered e Breizh memes ma oa e New-York.
Met memestra eo gant gerioù plaen ha euun e tiskouez deomp ur varzhoniezh vrav-tre peogwir ez eus ur ster kuzhet a-dreñv bep frasenn ha pinvidik-mor eo e destennoù. Da skouer : "An Toull en Nor", war a seblant eo plaen-tre met kalz a vetaforioù e vefe posupl kaout en un titl evel-se! Koulskoude, “An Toull en Nor” n’eo ket ur poem met un dastumad poemoù peogwir evit ar pezh a sell al levr-man, diwar-benn e stumm, eo dastumad daou zastumad poemoù skrivet dija gwechall, mui barzhonegoù all.
Perak Un Dornad Plu ?
kemmañ'Un Dornad Plu' a zo ur varzhoneg ha choazet eo bet ar varzhoneg-mañ peogwir e tiskouez mat a-walc’h tout ar santimantoù bezant el levr : melkoni, tristidigezh ( « war gein ar vro » pe « anhun » goude en el levr) ha spi ivez « Me garfe ».. Met pouezus eo gouzout ne ouerouz ket Youenn en e varzhonegoù, gouzout a ra an tuioù mat da vezañ e-maez Breizh memes tra, (da skouer: pagenn 46 : skrivet eo, « hag eurus »). E varzhonegoù a sikour anezhañ sur-a-walc’h ha gwellwelus eo evit e zistro e Breizh. Setu ez eus ivez karantez (er poem "karantez") ha fromadennoù all tennet deus vuhez bemdez ("Daou vi"). Met a-wechoù ez eus poemoù skañv ("Rimadelloù") ha mousfent: e « exit » eo skrivet: Met an dra-se n’eo ket evidoc’h, darling, Dav-mat eo deoc’h sankañ ho feskennoù. Pe titl ar poem-mañ : » 'Peus ket skrivet kalz a dra c’hoazh, Youenn ».
Ouzhpenn-se, evit an titl adarre, eo plaen-tre an titl-man hag eo barzhonius-meur. Ha se zo ar brouenn eo Youenn Gwernig dedennet gant meur a arz ha donezonet evit an dra-se ha neket gant barhonegoù nemeken. Ha se zo splann en el levr peogwir ez eus un imbourc’h linennek liammet gant temoù ar poem (p.204/178). Bez ez eus ur c’hinnigadur divlodet hag un heson, ur genedouriezh evit an daoulagad. A-wechoù ez eus gerioù skrivet bras ivez (p.174) ha tresadennoù. Youenn Gwernig en deus klasket ober traoù gant ar sonioù ivez: N’eus ket gwerzhennoù bep tro en e boemoù hag a-wechoù n’eus ket gwerzhennoù en toud ar poem : (« gant va bag aet d’ar strad ») hag ivez testennoù e komz-plaen. Met ez eus bep gwech un c’hoari war ar sonioù : E "Rakbuhezioù" : tam-tam .. tam-tam .. tam-tam .. Hag ivez: « Avel, avelig c’hwezit ‘ta. Al lann ‘n em gann ha d’an daoulamm kanit buan kan ar franiz deomp-ni ». Ar frazenn-mañ n’eo ket un destenn e-barzh al levr met skrivet e oa gant Youenn Gwernig ha lakaet en doa ar son war an destenn-mañ ha war testennoù all ivez, "Tuchenn Mikael", en el levr.
Doue
kemmañHa peogwir eo Youenn dedennet gant an arzoù eo un den gant ur spered digor, dreist-holl war ar yezhoù, ha pas brezhoneg, saozneg ha galleg nemeken met ivez spagnoleg ( da skouer er poem « El barrio » ha yezhoù all en « an harlu » : « aide-toi et le ciel t’aidera » zo skrivet ha « Gott mit uns » hag « In God We Trust » ... Setu, peogwir eo digor spered Youenn Gwernig eo bet liammet ar barzh gant kalz a skrivagnerien all : tud divroet ivez : Glenmor ( respontet en deus Youenn Gwernig dezhan dre skrid diwar-benn e venozioù vroadelour), Paol Keineg, Jack Kerouac... Evit echuiñ, Youenn Gwernig n'en deus ket komzet kalz diwar-benn ar relijion en e levr peogwir e soñj Youenn Gwernig eo muioc’h keodedour ar bed eget dalc’hiad ur relijion: "Emañ ar bed va Iliz" (p.72).