Urzhaz (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen urzhaz (saoz. salience) evit komz eus ar fed ma vez lakaet da bouezusoc'h un elfenn evit eben gant ar yezh-mañ'n-r yezh.

Da skouer:

  • En ojibweg, da skouer, e vez renket urzhaz ar gourioù yezhadurel evel-hen, o vont eus ar renk uhelañ betek ar renk izelañ:
eil gour > kentañ gour > trede gour tostañ (an hini pouezusañ er gomzadenn) trede gour pellañ (an hini gantañ an nebeutañ a bouez er gomzadenn)

Urzhaz hag ar steudadur eeun-gin

kemmañ

A-bouez-tre eo an urzhaz evit yezhoù implijet gante ur steudadur eeun-gin evit goût hag-eñ e rank bezañ implijet ar frammadur eeun pe ar frammadur gin evit merkañ rener yezhadurel ha renadenn ur verb tranzitivel hervez pep o renk urzhaz:

  • Frammadur eeun: implijet p'emañ uheloc'h renk urzhaz rener ur verb tranzitivel evit hini ar renadenn
  • Frammadur gin: implijet en degouezhioù all, da lâret eo p'emañ uheloc'h renk urzhaz ar renadenn evit hini ar rener.


Yezh skouer: ar mapoudoungouneg

kemmañ

Setu un daolenn o tiswel stummoù ar verboù tranzitivel (en unander nemetken):

Graer
Kentañ Eil Trede
Gouzañver Kentañ pewün

(< pe-w-n)

peen

(< pe-e-n)

peenew

(< pe-e-n-mew)

Eil peeyu

(< pe-e-i-u)

pewimu

(< pe-w-i-m-u)

peeymew

(< pe-e-i-m-i-mew)

Trede pefiñ

(< pe-fi-n)

pefimi

(< pe-fi-i-m-i)

EEUN pefi / GIN peeyew / EMOBER pewi

(< pe-fi-i-0-0 / pe-e-i-0-0-mew / pe-w-i-0-0)

Da skouer:

Frammadur eeun: rener trede gour pefi = tema Framamdur gin: renadenn trede gour peenew = tema

chi wentru pefi chi domo
"an aotrou a welas an itron"
chi wentru peeyew chi domo
"an itron eo a welas an aotrou"

Kv. tu-gouzañv:

chi wentru pengey
"gwelet e voe an aotrou"

Gwelit ivez:

kemmañ