Steudadur dre skeul-renk
Er yezhoniezh e vez implijet an termen steudadur dre skeul-renk pe merkadur eeun-gin (saoz. hierarchical alignement pe direct-inverse language) evit komz eus ur steudadur morfologel-kevreadurezhel pa vez lakaet an diforc'h yezhadurel etre arguzenn rener/graer un ober displeget gant ur verb diouzh un tu hag arguzenn renadennoù ur verb gant merkoù o tennañ da urzhaz (saoz. salience) pep arguzenn an eil e-keñver eben.
Steudadur morfologel-kevreadurezhel | |
---|---|
|
Daoust ha ma c'hell bezañ implijet ur sistem dre skeul-renk evit merkañ ar verboù e c'hell ur yezh bennak merkañ an anvioù-kadarn oc'h implijout steudadurioù morfologel-kevreadurezhel a bep seurt.
Implijet e vez frammadurioù eeun ha framamdurioù gin gant yezhoù gante ur steudadur dre skeul-renk:
- Frammadur eeun: implijet p'emañ uheloc'h renk urzhaz rener ur verb tranzitivel evit hini ar renadenn, o tennañ renk an urzhaz d'ar fed m'eo bev pe get, d'ar fed m'eo an tema pe get hag ivez d'ar seul-renk ar gourioù yezhadurel, da lâret eo 1añ > 2l > 3de...
- Frammadur gin: implijet en degouezhioù all, da lâret eo p'emañ uheloc'h renk urzhaz ar renadenn evit hini ar rener.
Yezhoù dre skeul-renk dre ar bed
kemmañKavet e vez yezhoù implijet gante ur steudadur dre skeul-renk en Amerika dresit-holl:
Yezh skouer: an ojibweg
kemmañEn ojibweg, da skouer, e vez renket urzhaz ar gourioù yezhadurel evel-hen, o vont eus ar renk uhelañ betek ar renk izelañ:
eil gour > kentañ gour > trede gour tostañ (an hini pouezusañ er gomzadenn) trede gour pellañ (an hini gantañ an nebeutañ a bouez er gomzadenn)
Ne vez ket implijet troadoù gant an ojibweg ha diforc'het e vez arc'hwel ar rener diouzh hini ar rener a-drugarez da implij al lostgerioù a dalvez da verkañ ar framamdur eeun diouzh un tu hag ar frammadur gin diouzh an tu all.
Pa vez merket un arguzenn gant al lostger eeun e talvez emañ unan a renk uhelañ o kas da benn un ober gouzañvet gant unan a renk izelañ, da skouer an hini emeur o komz outañ (trede gour tostañ) war-du an hini a zo o komz (trede gour pellañ), da skouer:
obizindawaan | |||
o- | bizindaw | -aa | -n |
3- | selaou.ouzh | -EEUN | -3TOSTAÑ |
"Selaou a ra ouzh egile/eben" |
hag ar c'hontrol pa vez merket un arguzenn gant al lostger gin a dalvez p'emañ unan a renk izelañ o kas da benn un ober gouzañvet gant unan a renk uhelañ, da skouer an hini a zo o komz (trede gour pellañ) war-du hini emeur o komz outañ (trede gour tostañ), da skouer:
obizindawigoon | |||
o- | bizindaw | -igoo | -n |
3- | selaou.ouzh | -GIN | -3PELLAÑ |
"Egile/Eben a selaou outañ/i" |
Evel ma tiskwel ar skouer-mañ eo ar merkadur eeun/gin a dalvez da c'hoût pe hini eo rener ar frazenn ha pe hini eo ar renadenn dre keñveriañ o renk urzhaz, rak n'eus merk morfologel (troadoù ebet all na gem kevreadurezhel, da lâret eo ne gemm ket ur ar gerioù etre an eil frazenn hag eben.
Bez' e c'heller sevel frazennoù en tu-gouzañv ivez er yezhoù implijet gante ur steudadur dre skeul-renk, da skouer:
bizindaawaa | |||
bizindaw | -aa | ||
selaou.ouzh | -TU-GOUZAÑV | ||
"Selaou a reer outañ/i / Selaouet e vez outañ/i" |
Levrlennadur
kemmañ- Klaiman, M.H. (1992) Inverse Languages, Lingua 88:227-61
- Zúñiga, Fernando (2006) Deixis and Alignment. Inverse systems in indigenous languages of the Americas. Amsterdam/Philadelphia: John Benjamins. ISBN 9789027229823