Yezh aktivel damsemantikel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh aktivel damsemantikel pe yezh aktivel amgemm (saoz.: split-S language) evit komz eus an doare yezh aktivel-stadel kavet an aliesañ ma vez isrannet an holl verboù tranzitivel hervez ma vez merket an arguzenn bennañ evel graer an ober (da lâret eo pa vez kaset da benn a-ratozh gantañ) pe evel ar gouzañver (pa vez kaset da benn en desped dezhañ).

Steudadur
morfologel-kevreadurezhel

Un abeg semantikel don ez eus neuze evit renkañ ur verb en rummad-mañ'r-rummad met rummadoù amgemm int kentoc'h evit tennañ war-eeun d'ar fed ma c'hell an hevelep ober bezañ kaset da benn a-ratozh-kaer pe get en degouezh-mañ'n-degouezh.

En ur yezh evel-hen, da skouer, ar verb "lonkañ" a vefe merket evel ur verb kaset da-benn a-drugarez da volontez ar graer, merket gant an troad agentivel (renet warnañ gant ar graer) daoust ha ma c'hell ar rener en degouezh-mañ'n-degouezh lonkañ a-ratozh-kaer pe get.

Gwelit ivez:

kemmañ