Yezh aktivel peursemantikel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh aktivel peursemantikel pe yezh aktivel kemm-digemm (saoz.: fluid-S language) evit komz eus un doare yezh aktivel-stadel ma c'hell kemmañ a degouezh da degouezh merkadur resis arguzenn bennañ pep verboù tranzitivel, pe evel graer an ober (da lâret eo pa vez kaset da benn a-ratozh gantañ) pe evel ar gouzañver (pa vez kaset da benn en desped dezhañ abalamour da abgeoù semantikel-rik.
Steudadur morfologel-kevreadurezhel | |
---|---|
|
An hini a gomz an hini eo a zo kiriek da dibab pe verkadur a glota ar gwellañ gant ar ver-mañ'r-verb e pep degouezh.
En ur yezh evel-hen, da skouer, ar verb "lonkañ" a vefe merket gant an troad agentivel (renet warnañ gant ar graer)) en degouezhioù ma vez kaset da-benn an ober a-ratozh-kaer ha gant an troad patientivel (renet warnañ gant ar gouzañver) en degouezhioù all.