Urzhioù d'al loened
Estlammadelloù a zo e brezhoneg da c'hervel al loened pe da reiñ urzhioù dezho.
Skridoù
kemmañListennoù anezho a gaver e div oberenn:
- Yezhadur bras ar brezhoneg, gant Frañsez Kervella
- Trésor du Breton Parlé, gant Jules Gros
Gerioù all a gaver er geriadurioù, evel Geriadurig Roparz Hemon.
Gervel
kemmañD'an holl loened e larer
- Deus amañ! pe 'z amañ!
- Deuit amañ! pe 'd amañ!
Met hervez al loened e reergant gerioù all c'hoazh.
Ouzh ar chas
kemmañ- d'o gervel: tiê! tiê! pe piti! piti!
- d'o isañ: kis! kis! pe sailh warnañ! pe sa warnañ! pe kae dezhañ!
Ouzh an deñved
kemmañ- d'o gervel: pe bara! bara!
- d'o c'has diwar-dro: tê! tê!
Ouzh ar c'hezeg
kemmañ- da vont war-raok: hei! huy! hu!
- da vont war-dreñv:
- souz! a-dreñv! (JG)
- rirc'h! kul! (FK)
- da vont a-gleiz:
- da! haty! (JG)
- so! (FK)
- hak! (RH)
- da vont a-zehou:
- wichidrou! hulc'ho! so! (JG)
- hal! dic'ha! (FK)
- haikel! (RH)
- da chom a-sav:
- ho! chom! (JG)
- c'ho! c'hri! (FK)
- da dreiñ, da zont-en-dro: tro! en-dro!
- da c'hervel an ebeul: chemp! chemp!
Ouzh ar c'hizhier
kemmañ- d'o gervel:
- bisig! bisig! pe bichig! bichig!
- gerioù all zo c'hoazh:
- bich! bibi! bibich! bibichig! bichanig! kikaezhig! bibichiloutig! (JG)
- sous! bisous ! (FK)
- d'o c'has diwar-dro:
- chat! pe chata! pe chat da logota!
- chegat! (RH)
- chêkas (hervez Diwar c'hoarzin, gant an Tad Medar).
- ichek! (FK)
Ouzh ar moc'h
kemmañ- d'o gervel:
- toch! toch! pe koch!koch! (JG)
- doc'h! doc'h! pe darc'h! (FK)
- chuen (RH)
- d'o c'has diwar-dro:
- chou! chou du-se! (JG)
- si! si 'ta! (FK ha Tad Medar)
Ouzh ar saout
kemmañ- d'o gervel: pruik!
- d'o gervel en-dro: wetiu!
- da vont war-raok: heut!
- da chom a-sav: chô! chô!
- da evañ: haou! haou!
Ouzh ar yer
kemmañ- d'o gervel: pit! pit! pe piti! piti!
- d'o c'has diwar-dro: chou! pe dichou!