Västerås
Västerås (distaget [vɛstərˈoːs] e svedeg) zo ur gêr eus kreiz Sveden, e proviñs hag e kontelezh Västmanland. War ribl al lenn Mälaren emañ, er c’hornôg da Stockholm. E 2010 e oa 110 877 a dud o chom e kêr ha 137 207 a annezidi a oa er gumun. Kêr-benn ar gontelezh eo Västerås ha sez un eskopti eus Iliz luterek Sveden eo ivez.
Unan eus kêrioù kozh Sveden eo Västerås. En XIvet kantved e oa an eil kêr vrasañ e Sveden hag en XIIvet kantved e teuas da vezañ pennlec’h un eskopti. E 1527 e voe bodet ar riksdag e Västerås gant ar roue Gustav Iañ Vasa. Er vodadeg-se e voe divizet ober eus Sveden ur stad protestant ha treiñ kein ouzh an Iliz katolik.
Västerås, war ribl al lenn Mälaren, eo an hini brasañ eus ar porzhioù e diabarzh douaroù Skandinavia.
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec’hienn ofisiel Västerås (sv) (fi) (ar) (en) Patrom:Ckb