Viktor ha Petronilh
Viktor ha Petronilh a zo ur romant brezhonek boulc'het gant Roparz Hemon ha manet divrud betek ma voe kavet e Llyfrgell Genedlaethol Cymru (Levraoueg Vroadel Kembre) en Aberystwyth.
Bet kempennet an dornskrid anezhi e voe embannet an oberenn gant ar gelaouenn lennegel Al Liamm e-barzh he niverenn 387 (Gouere - Eost 2011). Pemp pajennad ha hanter-kant a ya d'ober he fevar fennad :
- « KERJANI » (pajennoù 19-47),
- JUSTINA (pajennoù 48-57),
- ALIS HA LEONI (pajennoù 58-68),
- UR SULVEZH GLAV (pajennoù 69-73).
E Brest ha Lokmaria-Plouzane, e-kreiz miz Mezheven 1935, e c'hoarvez ar romant hag a chomo diechu da viken dre ma kloz krenn gant ar gerioù diwezhañ-mañ :
« Atav-atav en em zifretañ gant tudigoù n'oa ket en o c'horf a-bezh an hanter eus ar vailhantiz. »