Vincent Briant a zo ur c'hoarier mell-droad ganet an 9 a viz Gwengolo 1986 e Kemperle. Diwall a ra palioù skipailh mell-droad Sedan.

Goude bezañ bet e kreizenn stummañ an FK Naoned, e krogas da c'hoari e Ligue 1 d'ar 24 a viz Gwengolo 2006 a-enep da Olympique de Marseille. Filmet eo bet e-barzh "l'académie du foot" e-touez pevar c'hoarier. Skignet eo bet an abadenn e-pad ur sizunvezh war arte. Goude skignadenn an abadenn e sinas e gevrad labour kentañ gant an FK Naoned ma c'hoarias betek miz Even 2009.

E 2010 e voe dibabet evit ar wezh kentañ gant skipailh Breizh evit c'hoari Corsica Cup.


Red-micher kemmañ


Skipailh Breizh kemmañ

Bloavezh Eneber Mun
2010   Korsika 90
2010   Togo 90
2011   Ginea ar C'heheder