Walter Auerbach
Walter Auerbach (22 a viz Gouere 1905 e Hamburg - 23 a viz Meurzh 1975 e Bonn) a oa ur politikour alaman, ezel eus SPD ha stourmer enepnazi.
Studiañ a reas al lizhiri alamanek, an istor hag ar sokiologiezh e Hamburg, Freiburg hag e Köln. E zoktorelezh (anvet "Kazetennoù hag emskiant renkad") a dapas kaout e 1929. Ezel e voe eus SPD adalek 1926.
Etre 1930 ha 1933 e labouras evel implijiad-pad en ur sindikad. D'an 2 a viz Mae 1933 e voe toullbac'het. Dont a reas a-benn da dec'hout kuit da Amsterdam d'ar 16 a viz Mae. Eno e labouras evel pennskrivagner ar servij "faskouriezh" e sekretouriezh veur Kevread etrebroadel labourerien an transportoù.
E miz Here 1939 e tivroas d'ar Rouantelezh-Unanet gant e familh. Etre miz Here 1969 ha miz Ebrel 1972 e voe sekretour-stad e ministrerezh kevreadel al labour.