Waw
C'hwec'hvet lizherenn meur a abjad semitek eo waw (grog), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (ו) , siriek (ܘ) hag arabek (و|). Emañ er 27vet renk en urzh al lizherenneg arabek a-vremañ.
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini ur c'hrog.
Distaget e vez (LFE) [w]. En hebraeg he deus al lizherenn-mañ tri doare distagañ disheñvel hervez lec'h ur pik: ו: /v/; וּ: /u/; וֹ: /o/
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek digamma Ϝ hag upsilon Y, estruskek , , latin F, V ha Y ha war-lerc'h U ha W ha kirillek У ha Ѵ.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |