Wayne Allwine a oa un aktour stadunanat ganet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1947 e Glendale, e kontelezh Los Angeles e Kalifornia. Mervel a reas d'an 18 a viz Mae 2009 e Los Angeles gant an diabet.

Wayne Allwine

Ganedigezh 7 a viz C'hwevrer 1947
Glendale (Kalifornia)
Marv 18 a viz Mae 2009
Los Angeles
Broadelezh  Stadunanat

Micher Advouezhier
Sonekaer
Trouzer

Pennoberenn Mouezh Mickey Mouse
(1977-2009)

Mouezh saoznek ofisiel Mickey Mouse e voe eus 1977 betek 2009. Dimezhet e oa da Russi Taylor, mouezh ofisiel Minnie Mouse abaoe 1986.