Whitchurch (Shropshire)
Whitchurch zo ur gêr vihan e Shropshire, e kornôg Bro-Saoz, tost da harzoù Kembre ha da Cheshire. E 2011 e oa 9 781 a annezidi.
E-pad ar Iañ kantved e voe savet ur gêr roman eno, anvet Mediolanum, war an hent a gase eus Chester da Wroxeter. E mirdi Whitchurch e c'haller gwelet aspadennoù eus an amzer roman-se. Er Grennamzer e voe roet d'ar gêr an anv a zo ganti bremañ, Whitchurch, a dalvez kement hag "iliz wenn", abalamour ma voe savet un iliz gant mein gwenn en amzer-se. An iliz pennañ a weler e Whitchurch bremañ a voe savet e deroù an XVIIIvet kantved, gant mein ruz, e lec'h an iliz kentañ.
Anv
kemmañA. Mediolanum
- Ptol. II, 3 11 ː Μεδιολάνιον (MEDIOLANUM), ur gêr an Ordovices
- I.A. 4694 (Iter II) ː MEDIOLANO
- I.A. 4811 & 4824 (Iter X) ː MEDIOLANO
- Ravenna 10641 ː MEDIOMANO; 10643-44 ː MEDIOLANO SAUDONIO / MEDIOLANA / SAUDONIE
Talvoudegezh ː e-pad pell, evel an anvioù heñvel, e oa sonjet ː kreiz ar blaenenn; degemeret hirie kentoc'h ː lec'h glan = sakr pennañ ur bobl[1]
B. Whitchurch
Mat eo derc'hel sonj hag gwenn a dalv ivez evit glan = sakr. Evel-se e vije an dalvoudegezh Whitchurch tost d'an anv koz -()lanum
Tud brudet
kemmañ- Henry Percy (Hotspur) (1364–1403), ur marc'heg hag a savas meur a wech a-enep ar roue Herri IV.
- John Talbot (kentañ kont Shrewsbury) (ca. 1384–1453), hag a reas brezel ouzh Janed Ark.
- Randolph Caldecott (1846–1886), skeudennaouer levrioù.
- Edward German (1862–1936), sonaozer.
Kêrioù gevellet
kemmañGevellet eo Whitchurch gant :
- Neufchâtel-en-Bray (Bro-C'hall) abaoe 1975, e Normandi, er Pays de Bray.
Daveoù
kemmañ- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982. p. 415-416