Wikimedia Foundation

Wikimedia Foundation, Inc. a zo ur foundation 501(c)(3)[1] renet gant lezennoù Stad Florida er Stadoù-Unanet[2]. Bezañs an aozadur a zo bet diskleriet[3] d'an 20 a viz Even 2003, gant Jimmy Wales, ken-diazezour Wikipedia. Alies e vez graet diazezadur Wikimedia e brezhoneg.

Wikimedia Foundation, Inc. a zo an aozadur hag a souten ar raktresoù enlinenn da-heul : Wikipedia, Wikeriadur, Wikiquote, Wikibooks, Wikimedia Commons, Wikisource, Wikispecies, Wikinews et Wikiversity, dévdiorroet a-drugarez d'ar meziant MediaWiki.

Ar meziant MediaWiki

kemmañ

An holl raktresoù az a en-dro gant al lusker wiki MediaWiki.

Ar rakstresoù

kemmañ
 
Logo ar raktresoù disheñvel

urzhiet dre urzh krouidigezh dre ziouer

Logo Raktres Deskrivadur Lec'hienn web Deiziad krouidigezh
  Wikipedia un holloueziadur http://wikipedia.org 15 a viz Genver 2001
  Wikeriadur ur geriadur ha thesaurus http://wiktionary.org 12 a viz Kerzu 2002
  Wikiquote un dastum arroudennoù http://wikiquote.org 27 a viz Even 2003
  Wikibooks ur bloazlevr eus al levrioù elektronek evit ar studierien http://www.wikibooks.org 10 a viz Gouere 2003
  Wikimammenn un dastum testennoù en domani foran http://wikisource.org 23 a viz Du 2003
  Wikimedia Commons ur levraoueg liesvedia http://commons.wikimedia.org 7 a viz Gwengolo 2004
  Wikinews u lec'hienn kelaouiñ http://wikinews.org Kerzu 2004
  Wikispecies ur c'havlec'h eus ar boudoù bev http://species.wikimedia.org Eost 2004
  Wikiversity ur gumuniezh bedagogel http://www.wikiversity.org Kerzu 2006
  Wikivoyage http://www.wikivoyage.org 2013
  Wikidata http://www.wikidata.org 2013
  Wikifunctions http://www.wikifunctions.org 2023

Aotreoù-implijout

kemmañ


E miz Meurzh 2009 e voe kinniget gant Wikimedia Foundation d'ar gumuniezh Wikimedia votiñ da-geñver aotreoù-implijout danvez Wikimedia, evit ma vefe kavet an danvez-se dindan an aotreoù-implijout Creative Commons Attribution-ShareAlike (CC-BY-SA), met en ur derc'hel un aotre-implijout doubl gant ar GNU Free Documentation License (GFDL). Www

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. (en) a non-profit charitable organization (aozadur karitez hep pal kenwerzhel)
  2. Corporate Charter of Wikimedia Foundation Inc. : stumm kentañ ar statudoù (2003)
  3. Annonce de la fondation de Wikimedia Foundation (en anglais)

Liammoù diavaez

kemmañ