Jimmy Wales
Jimmy Donal "Jimbo" Wales, bet ganet d'ar 7 a viz Here 1966 e Huntsville, Madison County, Alabama, Stadoù-Unanet Amerika, zo un embreger stadunanat war an Internet. Kendiazezer ha bruder an holloueziadur digor ha nann-arc'hantus Wikipedia eo, hag ivez kendiazezer an embregerezh kenwerzhel Wikia Inc. eo e bal herberc'hiñ raktresoù digor war an Internet.
Jimmy Wales | |
---|---|
![]() | |
Jimmy Donal "Jimbo" Wales e 2015 | |
Ganedigezh | 7 a viz Here 1966 Huntsville, Alabama ![]() |
Broadelezh | ![]() |
Annezlec'h | London, ![]() ![]() |
Resped | |
Alma mater | Auburn University University of Alabama |
Micher | Oberataer marc'hadoù (1994 - 1996) Embreger war an Internet (1996 - bremañ) |
Kadoriad | |
• Wikia, Inc. (2004 - bremañ) • Wikimedia Foundation (2003 - 2006) • Kadoriad emerit Wikimedia Foundation (2006 - bremañ) | |
ezel eus Kuzul-merañ | |
• Wikimedia Foundation • Creative Commons • Sunlight Foundation • MIT Center for Collective Intelligence • Guardian Media Group | |
Mouezh Jimmy Wales (miz Eost 2014) | |
Lec'hienn Web | jimmywales.com |
D'an 28 a viz Gouere 2004, en un etreweladenn gant ar gazetenn en-linenn Slashdot (« /. »), e tisplegas Jimmy Wales pal Wikipedia:
Imagine a world in which every single person on the planet is given free access to the sum of all human knowledge. That's what we're doing.[1]
Ijinit ur bed m'en deus pep den digor digoust e sammad holl oueziadur mab-den. Setu ar pezh emaomp o sevel.
BuhezAozañ
Mab da Jimmy Wales, rener ur gourmarc'had, ha d'e wreg Doris Ann Dudley, skolaerez er c'hentañ derez, eo Jimmy Wales. Skoliataet e voe hervez an hentenn Montessori en House of Learning ("Ti an deskiñ"), ur skol brevez ur sal hepken dezhi a oa renet gant e vamm hag e vamm-gozh[2] Abred e lennas an Encyclopedia Britannica hag ar World Book Encyclopedia.[3].
E 1979, d'an oad a 16 vloaz, e tapas e vachelouriezh er Randolph School en Huntsville, ma veze kelennet dre stlenneg dija, hag ez eas da Auburn University ma c'hounezas un aotregezh war ar gellidouriezh e 1986. Pelloc'h e krogas gant hentenn an doktorelezh en Alabama University, a guitaas goude ar vestroniezh, war ar gellidouriezh bepred. Kenderc'hel a reas gant an doktorelezh e skol-veur Indiana ; koulz e skol-veur Alabama hag e hini Indiana e kelennas e-pad e studioù, met biskoazh ne soutenas e dezenn.[3] Adal 1996 e krogad e resped, evel oberataer marc'hadoù da gentañ, kent mont da embreger war an Internet.
E 1986 e timezas Jimmy Wales gant Pamela Green ; dibriediñ a reas e 1993[4]. Pa oa trader e Chicago e kejas ouzh e eil gwreg, Christine Rohan, hag e timzjont e 1997 ; un verc'h a voe ganet kent o disparti. E 1998 e tilojas da San Diego (Kalifornia), hag e 2002 da St. Petersburg (Florida).
D'ar 6 a viz Here 2012 e timezas Jimmy Wales e London da ez-sekretourez Tony Blair, Kate Garvey ; div verc'h zo bet ganet.
E 2007 e tisklêrias Jimmy Wales bezañ un dizouead hag ur poellelour[5].
RespedAozañ
Chicago Options Associates ha BomisAozañ
E 1994 e voe gopret Jummy Wales evel oberataer ar marc'hadoù gant ar gompagnunezh Chicago Options Associates e Chicago, Illinois.[3] Goude bezañ dastumet arc'hant dre e vicher e kuitaas e labour e 1996 hag ez eas da embreger war an Internet.
Er bloavezh-se end-eeun e kevredas gant Michael Davis ha Tim Shell evit krouiñ ar gompagnunezh Bomis, ul lechienn arc'hantet gant ar bruderezh a ginnige webrings pourvezet gant an implijerien.
NupediaAozañ
Petra bennak ma voe Bomis ur c'hwitadenn e tegasas trawalc'h a arc'hant da Jimmy Wales evit kenderc'hel gant e raktres meur, un holloueziadur en-linenn.
Pa oa o klask war-lerc'h ur gouizieg da gas ar raktres e c'hopras Lawrence Mark "Larry" Sanger (bet ganet e 1968), a oa gant e zoktorelezh war ar brederouriezh en Ohio State University e Columbus ; e miz Meurzh 2000 e voe loc'het Nupedia, un holloueziadur digoust hag a oa digor d'an holl ha reizhet gant an implijerien. Dre ar bruderezh e oa arc'hantet, hag e bal e oa bezañ a-live gant an holloueziadurioù war baper.
Ar mennozh e oa miliadoù a dud a-youl-vat o skrivañ pennadoù en holl yezhoù evit un holloueziadur en-linenn. En deroù hor boa aozet al labour en un doare kozh, frammet-strizh, urzhasaet-kenañ, akademek. Displijus e oa evit ar skriverien youlek abalamour m'hor boa kalz poellgorioù arbennik a vurutelle ar pennadoù hag a embanne o evezhiadennoù. Evel reiñ ur polladenn el likez e oa, hag abafet e veze an dud a youle kemer perzh.— Jimmy Wales, New Scientist, 31 GEN 2007[6].
Kement-se a verzas pa voe-eñ abafet kent kinnig ur pennad bet skrivet gantañ a-zivout Robert C. Menton, Priz Nobel an Armerzh 1997, petra bennak ma ouie diwar-benn an dodenn a-c'houde e studioù. Kompren a reas neuze ne oa ket aozadur Nupedia evit mont en-dro, rak re bounner ha re goustus e oa argerzh an embann pennadoù.
E miz Genver 2001 e teskas L. M. Sanger a-zivout ar meizad anvet wiki: dre aotren hollad ar skriverien da voueta Nupedia en un doare kempred ha d'e reizhañ o-unan e vije torret strizhenn ar raktres. A-du e savas Jimmy Wales, ha d'an 10 a viz Genver 2001 e voe digoret Nupedia Wiki. Enep an doare nevez-se avat e savas ar braz eus ar vurutellerien, pa gavas dezho e oa arvarus kemmeskañ danvez savet gant amatourien ha danvez savet gant arbennigourien peogwir e kasfe d'un holloueziadur na vije ket ken solius hag ar re war baper. D'ar 15 a viz Genver 2001 neuze e tisrannas L. M. Sanger ar raktres wiki, a anvas "Wikipedia", diouzh Nupedia.
WikipediaAozañ
A-gevret e voe kaset an daou raktres arc'hantet gant Bomis, nemet e vennas ar gompagnunezh gounit moneiz diwar Wikipedia. E sell L. M. Sanger ne oa Wikipedia nemet ur benveg da harpañ diorroadur Nupedia. Souezhet e voe Sanger ha Wales o welout niver ar pennadoù e Wikipedia o vont dreist Nupedia en ur ober un nebeud devezhioù hepken, a-drugarez d'ur strolladig skriverien a voe solut ha solius a-walc'h evit kendrec'hiñ Jimmy Wales da lakaat Wikipedia war hent an andon digor.
Larry Sanger a ziorroas ar raktres Wikipedia en deroù, ha Bomis a bourchasas e c'hopr betek miz C'hwevrer 2002. D'ar 1 añ a viz Meurzh neuze e roas Sanger e zilez a bennembanner Nupedia hag a bennaozer Wikipedia. Mennet c'hoazh e oa Bomis da arc'hantiñ Wikipedia dre ar bruderezh, hogen kilañ a reas a-c'houde dilez L. M. Sanders hag a-zirak donedigezh raktres ur fondezon nann-arc'hantus.
Wikimedia FoundationAozañ
E kreiz ar bloavezh 2003, Jimmy Wales a stalias un aozadur nann-arc'hantus anvet Wikimedia Foundation (WMF) e St. Petersburg (Florida), kent e adstaliañ e San Francisco (Kalifornia) e miz Genver 2008.
An holl wirioù speredel hag an holl anvioù domanioù a zo perc'hennet gant Wikipedia a voe fiziet e WMF neuze, gant ar pal sevel ur reizhiad hollek evit an holloueziadur hag ar raktresoù kar :
Raktresoù endalc'hedoù | |||
|
|
| |
|
|
| |
|
|
| |
|
|
||
Raktresoù daremprediñ ha merañ | |||
|
|
| |
|
|
| |
Raktresoù kalvezel ha diorren | |||
|
|
| |
|
|
||
|
WikiaAozañ
E 2004, Jimmy Wales hag Angela Beesley eus WMF a grouas Wikia, ur gompagnunezh kenwerzhel a vod raktresoù wiki o doare. El lec'hienn-se emañ ar wikioù brasañ er-maez eus Wikipedia, en o zouez Memory Alpha (un holloueziadur gouestlet da Star Trek ha Wookieepedia (gouestlet da Star Wars). E 2009 e krogas Wikia da vezañ arc'hantus.
NotennoùAozañ
- ↑ (en) Slashdot, 28/04/2004
- ↑ (en) Encyclopedia of Alabama
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 (en) C-SPAN
- ↑ (en) The New York Times
- ↑ (en) Big Think, 10/08/2007
- ↑ (en) New Scientist