Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05, bloaz 2015
26/01/2015 — 01/02/2015
kemmañ
Anvioù lec'h/broioù/departamantoù/rannvroioù treiñ pe chom hep treiñ?
kemmañSalut deoc'h holl, en em goulenn à raen en ur teurel un sell war ar c'hemmoù diwezhañ daoust hag ur reolenn a oa, skrivet pe graet ganti dre voas, war an anvioù lec'h? Er c'hemmoù ziwezhañ e kaver ar pajennoù mañ : Loire_(departamant) ha Liger-Uhel. Daoust ha perak ez eo troet Liger-Uhel ha n'eo ket bet troet evit an departament Loire? Pe, en tu all, perak ez eo lezet er yezh orin an départament Loire pa z'eo bet troet Liger-Uhel? Ne glaskan ket sevel tabut gant ar goulenn mañ (daoust din santout e vo...), nemetken komprenn daoust hag ur reolenn a zo, pe, ma ne vez ket, daoust ha ne vefe ket un dra vat kemer un diviz a benn heuliañ ar memes reolennoù evit ma chomfe kempoell ar wiki. --LapinNij (kaozeal) 26 Gen 2015 da 12:11 (UTC)
- Sur e vo tabut, pa weler e vez bec'h evit traouigoù kalz disteroc'h. Ar gaoz -se zo bet pell zo dija. Adlavaret ar memes traoù sur-mat.
- Betek-hen e oa ur reolenn, ober gant anvioù ar vro evit an anvioù divoutin. Anvioù Bro-C'hall zo e galleg, re Bro-Saoz zo e saozneg, setu dre vras ar reolenn. Met ne blij ket d'an holl. Darn a fell dezho peurvrezhonekaat ar broioù all: aesoc'h eo eget brezhonekaat Breizh. A-wechoù e vez anvioù brezhonek a gozh: Bourdel, Teurgn. Liger eo anv ar stêr e brezhoneg. Departamantoù gall zo o deus anvioù stêrioù: Seine, Loire, Rhône. Betek-hen e veze lakaet an departamantoù gall gant anvioù gallek, met tud zo o deus klasket brezhonekaat anvioù zo : perak klask treiñ anvioù ha n'int ket bet e brezhoneg gwech ebet? betek pelec'h mont? ha troet e vo anv Shakespeare? Departamantoù gall zo bet e meur a vro: Alamagn, Izelvroioù (Bouches-du-Rhin), Italia, ha peogwir e oant gall n'eus ket d'o lakaat e brezhoneg. Adal neuze perak ne vefe ket troet New Hampshire, Vilanova, pe München ha mil all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gen 2015 da 12:39 (UTC)
Ur politikerezh ofisiel a zo er wikipedia evit an anvioù departamant, war-lerc'h ur votadeg. Ar maout a oa aet gant "damvrezhonekaat": [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Gen 2015 da 12:49 (UTC)
- Damvrezhonekaat a zo ar memestra evit damzivizout war ar seblant pa ne vez ket lakaet e pleustr betek re ar reolenn ... Afin, gouzout a rin ez eus ur reolenn de nebeutañ. Trugarez dit! :) --LapinNij (kaozeal) 26 Gen 2015 da 13:09 (UTC)
Damvrezhonekaat a zo ar memestra evit damzivizout (taol pled: memestra evel, e brezhoneg): ne vefe ket ma vefe sklaer petra eo ster ar ger. Met gwir eo n'eo ket bet graet, setu perak e c'haller kompren n'eus forzh petra. Din n'eus ket da vrezhonekaat ar bed evit ar poent (rak n'eo ket ur bed brezhonek c'hoazh), trawalc'h e vo gant brezhonekaat Breizh (hag un tamm labour zo). Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gen 2015 da 14:38 (UTC)
Treveur Lezernan
kemmañ- Difennet eo lavarout eo un anv-pluenn: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Treveur_Lezernan&action=history. Ur vezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2015 da 09:36 (UTC)
- Idem : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Maivon_Gwazhampiz&action=history. Div vezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2015 da 09:38 (UTC)
- Peger mezhus reolennoù an holloueziadur wikipedia, 'velkent, pa ranker gellout prouiñ ar pezh a gonter.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Gen 2015 da 11:48 (UTC)
- Anat: Lezernan n'eo ket un anv-tiegezh, prouenn amañ : https://www.google.fr/search?q=lezernan&ie=utf-8&oe=utf-8&aq=t&rls=org.mozilla:fr:official&client=firefox-a&gfe_rd=cr&ei=B33HVOjEENaAUMiSgPAM. Un anv-tiegezh faos war golo ul levr, ma n'eo ket un anv-pluenn, petra eo? Ur falsanv neuze? Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2015 da 12:04 (UTC)
Pebezh prouenn! An aotrou Google e-unan! Farsiteüs. Petra 'vo kentañ tro, an NSA?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Gen 2015 da 18:08 (UTC)
Ar memes prouenn a c'hallez kaout gant les pages blanches (http://www.pagesjaunes.fr/pagesblanches/indexInverse.jsf;jsessionid=1195C83654FB020ADC57FB0C118582DA.yas14g) ma kredez kreñvoc'h en Itron Varia Francetélécom eget en aotrou Doue Gouzougell.
N'eo ket brav klask lakaat lost al leue dre genoù kement implijer zo er wiki brezhonek : ne rez nemet diskouez pegement a fae a rez warne.
Ma ne fell ket dit e vefe meneget er wikipedia an anv zo war golo da levr na lak hini ebet 'benn ur wech all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Gen 2015 da 18:34 (UTC)
- Setu un doare da zegas danvez d'al lennerien diazezet war an doare-mañ da labourat. Ur wirionez all diskuliet dimp gant Bianchi-Bihan d'ar memes koulz, amañ [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Gen 2015 da 17:58 (UTC)
- N'eo ket diaes : un anv war golo ul levr zo pe un anv gwir pe n'eo ket: ma ne zegouezh gant den ebet, gant anv-tiegezh ebet ouzhpenn, eo un anv-pluenn. Ma n'eo ket, lar din petra eo. Anat eo ne fell ket dit respont, neuze e sachez ar gaoz war un dra bennak all, met Lezernan ha Gwaun n'int ket kar. Da zoare da damall dizehan ar re all e-lec'h komz eus an danvez zo anavezet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gen 2015 da 18:40 (UTC)
- Doare Bianchi-Bihan da welet an traoù: ar gerioù brezhonek n'anavez ket n'int ket gerioù brezhoneg. An dud n'anavez ket n'eus ket anezhe.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Gen 2015 da 18:55 (UTC)
- Dilec'hiañ ar gaoz adarre: ganin ne oa kaoz nemet eus un anv-tiegezh (dibabet pe ganit pe gant unan all, ne vern) ha netra ken. Ne blij ket dit ar gaoz-se ha neuze e fell dit komz eus ar "gerioù brezhonek" n'anavezan ket, rak nec'het out gant ar gerioù n'int ket anavezet gant ar re all er wikipedia, ur sorc'henn nevez moarvat. E gwirionez ne rez nemet diskouez da zoare-emzerc'hel en ur gaozeadenn: tagañ an dud e-lec'h komz eus ar pennad, distummañ o c'homzoù, lavarout gevier diwar-benn ar pezh o deus skrivet, ... [|n'eo ket doareoù ober brav-brav]. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gen 2015 da 19:44 (UTC)
- Piv a gont n'eus forzh petra amañ? Piv 'zo bet o FALSTAMALL amañ e-pad mizvezhioù diwar-benn un den n'en doa kemeret perzh gwech ebet er wikipedia, hag e kredez kendelc'her da sklankal diwar-benn tud.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Gen 2015 da 19:49 (UTC)
- Dilec'hiañ ar gaoz adarre. Ne skuizh ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gen 2015 da 19:54 (UTC)
- N'eo ket diaes : un anv war golo ul levr zo pe un anv gwir pe n'eo ket: ma ne zegouezh gant den ebet, gant anv-tiegezh ebet ouzhpenn, eo un anv-pluenn. Ma n'eo ket, lar din petra eo. Anat eo ne fell ket dit respont, neuze e sachez ar gaoz war un dra bennak all, met Lezernan ha Gwaun n'int ket kar. Da zoare da damall dizehan ar re all e-lec'h komz eus an danvez zo anavezet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gen 2015 da 18:40 (UTC)
Poltriji foran
kemmañSetu amañ ul liamm dedennus evit bouetañ ar wiki Brezhoneg gant poltriji: http://eduscol.education.fr/numerique/actualites/veille-education-numerique/janvier-2015/reservoir-images-domaine-public
Trugarez d'an hini en deus lakaet al liamm a-us met n'eo ket dav deomp implijout skeudennoù Wikimedia Commons kentoc'h ? --Herzeleid (kaozeal) 23 C'hwe 2015 da 23:48 (UTC)
Demat deoc'h, Da betra e talv sevel ar seurt pennadoù ?! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gen 2015 da 14:44 (UTC)
- Bo... C'hwezek pennad all diwar-benn al loen-se zo e Wikipedia ; hep mar e vo savet reoù diwar-benn ar c'hi Rintintin pe an delfin Flipper, a zo aktourien hervez a lavarer. Gwell eo Monica Bellucci din bepred ! – 2.13.221.148 31 Gen 2015 da 14:59 (UTC)
Ur gwallreuz evit an holl Wikipediourien
kemmañMantrus eo distruj unan eus brasañ levraouegoù ar bed, an INION e Moskov d'an 31 a viz Genver 2015. Par da Library of Congress SUA e oa.
Tremen 14 milion a skridoù hen hag arnevez zo bet distrujet. 2.13.204.235 1 C'hwe 2015 da 10:06 (UTC)