Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 07, bloaz 2015
09/02/2015 — 15/02/2015
kemmañDie Moorsoldaten hag ar brini
kemmañHervez skrid ar ganaouenn, n'eus evn ebet : koulskoude, pa sellan [aze] e welan ur vran o koagal. Nemet div a vefe? Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2015 da 14:40 (UTC)
Ar memes den gant tri IP : Yoael-Edgar.
- Mignon ar brini : [[4]]
Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2015 da 17:12 (UTC)
Kunujenn
kemmañGwechall e oa sklaer ar jeu:
- E touez traoù all, ne c'heller ket degemer e vefe graet eus "faskour" eus un implijer all pa ne vezer ket a-du gantañ ! Ha zoken pa ne vefe ket eñ direbech atav. Stanket e vo Yoel ar C'horr e-pad ur mizvezh. --Y-M D (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 14:06 (UTC)
Hiziv e chom digastiz ar memes labous kunujenner :
- ziskouez emzalc'h ur faskour, pa n'out ket unan hervez a embannez tanav — daoust d'ar pezh az peus skrivet er Wikipedia-mañ bloavezhioù-pad ;
- N'omp ket ho mevelien ! Evel deoc'h omp tud a-youl-vat hag e reomp ar pezh a c'hellomp pa c'hellomp !!! Trugarez --Y-M D (kaozeal) 10 C'hwe 2015 da 19:11 (UTC)
War a seblant e c'haller stankañ n'eus forzh pe gont nemet an IP-mañ. Ha n'haller ket ober evezhiadenn ebet ken, zo kaeroc'h. Iskisat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 C'hwe 2015 da 17:15 (UTC)
En eil rannbennad "Hebraeg/Hebraeg" (niv. 5 en taolenn — div rannbennad anvet heñvel : setu aze un den a anavez reolennoù Wikipedia) emañ Bianchi-Bihan gant e c'hoari lous ha muiañ-karet adarre : ar sevel tabut diwar ar vann evit tagañ e seier-poan boas, an dislavar, ar c'hunujenniñ, an tamall a-hed hag a-dreuz, an dismegañsiñ an implijerien na savont ket a-du gantañ, an emlakaat da Akademiezh ar Brezhoneg. Poent eo e lakaat da baouez, evit gwellañ mad ar Wikipedia brezhoneg.
Er bajenn a zo meneget e titl ar rannbennad-mañ (a-douez kantadoù heñvel o zenor) :
- Ne arguzennin ket gant an IP heskinus, ken pilpous all. (sic)' :
- N'eo ket ret da zen kevreañ.
- Heskinusoc'h ha pilpousoc'h eget Bianchi-Bihan n'eus ket, er Wikipedia brezhoneg da vihanañ (gw. e zegasadennoù a-hed bloavezhioù.
- Respont a rin mann nemet evit al lennerien all neptu: (sic)' :
Ha dont a ra an den-se da reiñ kentelioù brezhoneg.
- sklaer eo ma gerioù evit neb o lenno. :
Evel boaz e laka an implijerien all da isleeien n'int ket gouest da veizañ Meizadoù Meur Yeodi ar Soñj.
- Ne c'hoarian ket ur match gant poentoù, pet poent gant pep ger, pe diskouez pet geriadur zo ganin er gêr, evel fogaserien zo :
Meneget eo ar ger hebraeg en ur skouer eus Geriadur Istorel ar Brezhoneg, ha n'eo ket e daou ha Meneget eo hebreeg e-barzh Geriadur Vallée (hag hennezh nemetken) d'ober anv eus ar yezh. a skrive war ar memes pajenn — met ne ra forzh eus poentoù (gw. ivez ar poent Godwin lakaet amañ da Trec'hlid mitonet, a-douez mezhekadennoù all a-hed an amzer).
Ur fogaser a ra eus un implijer a veneg daveennoù a zo tennet eus geriadurioù klasel, setu aze un arguzenn yezhoniel a-bouez-bras.
- Ne dagan den ebet, na Kervella na Glanndour, meneget em eus o anv, netra ken, rak lenn a ran pezh a skrivont a-wechoù, :
Ne dagan den ebet : ur bennoberenn, da dañva goude bezañ furchet an degasadennoù] (ya, 2 wezh ar memes liamm, hollret eo lenn !).
Taget eo bet Divi Gervella, ha n'eo ket ar wech kentañ ; pour en deus roet da V. Glanndour, perak e komz eus e dagañ ? – ne oar ket lenn ? 19 vloaz zo eo marvet M. G., ha kenderc'hel a ra B.-B. da lenn a pezh a skriv... a-wechoù, ar pezh na vir ket outañ ag e lakaat da zaveenn divrall a-zivout ar ger hebreeg pa'z eus nouspet skouerioù eus hebraeg a zo aet d'ober mel ar c'heriadurourien – met n'eus nemet Hemon-Huon a gement a zo sirius a-fed geriadurioù, anat.
- lorc'hig voan, muioc'h a voged evit a dan. :
Unan eus troiennoù muiañ-karet ar Sac'had Lorc'h Meur : dismegañsus ken ez eo un drugar dezhañ, gant pimant an efed melezour ; degas a ra da soñj un droienn all ma'z eus meneg a blouzenn hag a dreust.
- met dirak feiz fall, netra d'ober. :
Bravat ! Kampion ar feiz fall eo B.-B. (adlennit, me ho ped, e zegasadennoù – an holl anezho !). Netra d'ober ? Hama, stankañ e gont da vat, evit gwellañ mad ar Wikipedia brezhoneg, set ar pezh a zo d'ober ! Nebeutoc'h a bennadoù savet fall, a stubs, a bennadoù dizave ha, dreist-holl, kalz nebeutoc'h a dabutoù droch a vir ouzh an dud a sevel ar Wikipedia brezhoneg en un doare poellek, dre ziouer a amzer !
- Ma'z eus daou c'her implijet, gant skrivagnerien ha brezhonegerien vat, Kervella en un tu, ha Glanndour en tu all, e rankont kavout lec'h amañ en un holloueziadur, o-daou, ne vern pe lec'h zo bet graet dezho er geriadurioù paper. :
Meneget eo an daou c'her er pennad, saprenondistak ! An daveoù a zo roet a zirenk Rener Wikipedia, sur a-walc'h – daveoù ? Da betra ? ; ar Rener ne oar ket lenn, pe bourrañ a ra o ren dael ? Pe o ren, hepken ?
- Evit "Kourtezi wikipedia" (sic), : gw. Geriadur Ménard — met ne dalvez ket, evel-just, petra bennak m'en deus B.-B. kemeret perzh ennañ.
- mar am eus kentel da gaout, n'eo ket gantañ, pa ya d'ober faskourien ouzh tud n'anavez ket, tud ha n'o deus ket savet o brec'h gwech ebet da siegheiliñ. :
Brav c'hoazh ! Biskoazh n'em eus skrivet ar ger "faskour". Ha tamallet ez eus din bezañ un nazi (en un doare ameeun) — 1 point Godwin d'ar c'hunujenner pilpous, pe get ?
Ale, gant ar rannbennad-se hepken e vefe skarzhet Bianchi-Bihan eus forzh peseurt Wikipedia. Perak gortoz ? Skarzhet eo bet dija, da viken e galleg ha stanket meur a wezh e brezhoneg — ur strivadenn c'hoazh, hag echu gantañ, ha war-raok gant ar brezhoneg dre Wikipedia !
2.13.73.161 11 C'hwe 2015 da 21:01 (UTC)
Tagadennoù boas ...
kemmañ... ur vran o koagal kalonek. Gouzout a reer digant piv e teu: [[5]]. En ur wikipedia all, gwir eo, ne c'hallfe ket un IP diskargañ e deil. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2015 da 04:07 (UTC)
Da gouzout
kemmañN'on ket ken merour war an wiki-mañ. A galon, VIGNERON (kaozeal) 12 C'hwe 2015 da 17:29 (UTC)
- Demat, Ha koulskoude e chom an anv-implijer VIGNERON amañ : Wikipedia:Roll_ar_verourien !!!??? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 C'hwe 2015 da 18:45 (UTC)
- Kemmet m'eus ar pajenn-man. Ur wiki hini eo ; pep hini a c'hall hizivaat ar pajennoù ;) A galon, VIGNERON (kaozeal) 13 C'hwe 2015 da 10:40 (UTC)
La phrase "Lavaret e vo kement-se d'an archerien. M'en tou !" ("On va le dire aux gendarmes. Je le jure !"), ajoutée (12 C'hwe 2015 da 18:45) à mes propos par l'utilisateur identifié par l'IP 148.163.88.66 a été retirée.--Prieladkozh (kaozeal) 13 C'hwe 2015 da 08:16 (UTC)
Trec'hlid
kemmañEn un holloueziadur eo difennet (gant piv?) lavarout eo ar galleg yezh ofisiel en Elzas, evel er stad c'hall penn da benn : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Thann&diff=1620509&oldid=1620507. Ma Doue, hon diwallit ouzh ar bibien uhel al lorc'h en o c'horf. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 C'hwe 2015 da 12:20 (UTC)
- War a seblant n'eo ket an holl a du gant an trec'hlider : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Thann&diff=1620537&oldid=1620514 : sic transit gloria mundi Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 C'hwe 2015 da 13:12 (UTC)
- Gant gwir abeg en devoa Trec'hlid mitonet lamet ar meneg
(Haut-Rhin, e galleg, yezh ofisiel nemeti)
, a hañvale sevel a-du gant politikerezh kozh Bro-C'hall a-enep ar yezhoù nann-ofisiel. - Kemmet em eus ar pennad diwar skouer Penn-ar-Bed ha Straßburg, ma reer meneg eus an anvioù ofisiel (a-hend-all, Strossburi a vefe ret lakaat da anv ar pennad e-lec'h an anv alamanek, n'eo na lec'hiel nag ofisiel).
- Enep reolenn Wikipedia, rak dismegañsus, eo ober Trec'hlidus minus hag an trec'hlider eus Trec'hlid mitonet. ♦ 2.13.73.161 14 C'hwe 2015 da 13:49 (UTC)
- Gant gwir abeg en devoa Trec'hlid mitonet lamet ar meneg
- Gwall fentus gwelout un den, hag a implij un IP da guzhat evit teurel kunujennoù bep eil deiz amañ, o tont da gaozeal eus reolenn wikipedia, pa vezont lakaet gantañ dindan e dreid peurvuiañ.
- Enep reolenn eo ar c'hunujennoù taolet gant an Trec'hlider ivez, evel hini hiriv, ha dister dra ha dinoaz eo ar c'hoarioù gerioù a ziflip a zindan ma bizied e-skoaz e letaerezh.
- Ret e vefe kaout ur spered tort evit kompren e savan pennadoù a hañvale sevel a-du gant politikerezh kozh Bro-C'hall a-enep ar yezhoù nann-ofisiel, met lod o deus, sur ha n'eo ket marteze: an neptuegezh eo ar reolenn, netra ken, ha pell diouzh an neptuegezh eo an Trec'hlider pa venn kuzhat anvioù ofisiel, en Elzas, Okitania, Euskadi, Breizh, dizehan, dibaouez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 C'hwe 2015 da 14:14 (UTC)