Kaozeal:Hebraeg
Notadur neptu evit skrivañ an amzer
kemmañhag ur sistem ez eus e brezhoneg evit chom hep ober gant goude J.K. a-benn chom neptu evel ar ar wiki e saozneg (common era da skwer)? ne blij ket din na tamm ebet rankout ober gant ur sistem kristen... Neal 24 C'hwe 2006 da 14:05 (UTC)
DIWALLIT ! Adkaset eo bet an holl gomzoù a-fet an tem-mañ war ar bajenn a-ziforc'h : Wikipedia:Kendivizoù_reolata/Notadur_kronologel_boutin_hollvedel. Trugarez da vont di evit kenderc'hel gant ar gaoz-mañ.
Hebreeg/hebraeg
kemmañAn daou c'her zo er yezh. Un holloueziadur eo ar wikipedia, n'eo ket ur geriadur gant Divi Kervella, neuze n'eus nemet lakaat an daou c'her er pennad, kichen ha kichen, ne vern pehini a vo lakaet da gentañ.
- Meneget eo ar ger hebraeg en ur skouer eus Geriadur Istorel ar Brezhoneg, ha n'eo ket e daou, ha hennezh zo tennet eus an Notennou diwar-benn ar Gelted koz : kentañ implij marteze.
- Meneget eo hebreeg e-barzh Geriadur Vallée (hag hennezh nemetken) d'ober anv eus ar yezh.
- Meneget eo ar ger hebraek ivez, hag ar skouer roet a zo ... gant hebreek! tennet eus Aviel Sant Yann, troet gant Marsel Klerg ha Maodez Glanndour e 1954;
- Stumm hebreek, ... Ar bibl hebreek, e-barzh levr Izaia, pajenn 5, embannet gant Al Liamm, 1981
- Geriadur Istorel ar Brezhoneg a zo ur geriadur peurunvan: klask a ra an trec'hlider c'hoari gant ar gerioù : meur a skritur zo e-barzh, krennvrezhoneg zo ivez. met petra zo skrivet war ar golo? Geriadur Istorel ar Brezhoneg ! Krediñ lavarout n'eo ket peurunvan zo ober goap ouzh an dud ha kontañ ur pezh tamm gaou.
Ur skouer splann amañ eus betek pelec'h eo gouest pibien ar brezhoneg da vont evit klask astenn o galloud war yezh an dud : klask kuzhat, pe disteraat, kement ger ha n'eo ket dibabet gante, betek kontañ gevier. Wikipedia a zo ur benveg dieub, ha n'eus ket da blegañ amañ da zibab skol pe skol, na den pe zen. Petra eo ar yezh a-benn ar fin? Yezh an dud, an holl vrezhonegerien, yezh ur bobl, pe benveg galloud un den? Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 C'hwe 2015 da 11:23 (UTC)
- N'eus forzh petra. An titl a zo e peurunvan, neuze e vefe kement tra ennañ e peurunvan!...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 C'hwe 2015 da 12:44 (UTC)
- Tre pezh a laren: c'hoari war ar gerioù, gant doareoù estren d'an onestiz, e-lec'h chom e-barzh ar gaoz, evit chom hep respont. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 C'hwe 2015 da 13:04 (UTC)
- Kaer az po klask reiñ da grediñ e vez noz da greisteiz hag ober tagadennoù personel, setu ar fedoù kriz: n'eus er Geriadur Istorel nemet ar penngerioù "hebraeg" hag "hebraek".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 C'hwe 2015 da 15:01 (UTC)
- Tre pezh a laren: c'hoari war ar gerioù, gant doareoù estren d'an onestiz, e-lec'h chom e-barzh ar gaoz, evit chom hep respont. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 C'hwe 2015 da 13:04 (UTC)
Reiñ da grediñ, emezañ
kemmañAtav o tistummañ ma gerioù, ouzhpenn ur boaz eo, a welan, un natur bremañ. Trist!
Komzet em eus eus gerioù, hag ar gerioù am eus meneget zo el levrioù am eus lavaret, hag ar re-se da vihanañ n'out ket evit o diverkañ, evel ma rez amañ ken alies. Un holloueziadur eo wikipedia, ma komprenez ar ger holl, ha n'eo ket ur strizhoueziadur, gant se e ranker menegiñ an holl c'herioù zo da envel un dra, hag amañ n'eus nemet daou: hebraeg ha hebreeg. Ma c'hoarifen ma mitoner trec'hlidus e larfen : sell aze unan a zo o klask reiñ da grediñ (sic ganit) ne ouie ket Glanndour ha Klerg brezhoneg peogwir e fell dezhañ skarzhañ eus ar wikipedia ar ger nemetañ a implijent en o zroidigezh eus ar Bibl hebreek (sic gante). Ne rez ket ar memes dibab evelte, da afer eo, un afer bersonel ha n'emañ ket he lec'hig amañ ; rediañ ar re all da ober ar memes dibab eveldout avat, zo begelouriezh; da gomper IP all ne vez ket pell o komz eus faskouriezh evit kant gwech nebeutoc'h. Da bep hini e sorc'hennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 C'hwe 2015 da 15:20 (UTC)
« Meneget eo hebreeg e-barzh Geriadur Vallée (hag hennezh nemetken) d'ober anv eus ar yezh », emezañ...
kemmañ...anat d'an holl neuze e c'heller ober gant hebraeg, a zo e geriadurioù An Here, Ménard, Le Gléau (gant ur skouer tennet eus Bibl Le Gall & Lec'hvien), Favereau hag Hor Yezh paneveken.
- Troude a ro ann hebre.
- Ernault a ro hebrach ha... hebreeg ivez, ar pezh a ra 2 evit hebreeg ouzh 5 evit hebraeg.
- Meneg ebet er C'hatolicon hag en Harinkin.
Dav e vefe da zifenner hebreeg gouzout klask (ha kavout) kent loc'hañ un tabut diabeg – an daou stumm zo meneget er pennad, reiñ kentelioù goullo ha spazhañ laou gaonac'h !
- Perak tagañ Divi Kervella ha lakaat Maodez Glanndour da zaveenn sonn ?
- Perak distummañ anv Trec'hlid mitonet bemdez-Doue, ar pezh a zo dismegañsus, na zegas arguzenn ebet hag a zo enep reolennoù kourtezi Wikipedia ?
Hebreeeg/hebraeg
kemmañ- Ne arguzennin ket gant an IP heskinus, ken pilpous all.
- Respont a rin mann nemet evit al lennerien all neptu: sklaer eo ma gerioù evit neb o lenno. Ne c'hoarian ket ur match gant poentoù, pet poent gant pep ger, pe diskouez pet geriadur zo ganin er gêr, evel fogaserien zo: lorc'hig voan, muioc'h a voged evit a dan. Ne dagan den ebet, na Kervella na Glanndour, meneget em eus o anv, netra ken, rak lenn a ran pezh a skrivont a-wechoù, met dirak feiz fall, netra d'ober.
- Ma'z eus daou c'her implijet, gant skrivagnerien ha brezhonegerien vat, Kervella en un tu, ha Glanndour en tu all, e rankont kavout lec'h amañ en un holloueziadur, o-daou, ne vern pe lec'h zo bet graet dezho er geriadurioù paper.
- Evit "Kourtezi wikipedia" (sic), mar am eus kentel da gaout, n'eo ket gantañ, pa ya d'ober faskourien ouzh tud ha n'anavez ket.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 C'hwe 2015 da 18:44 (UTC)
Demat, Mont a ra an traoù kalz re bell : n'haller ket skrivañ traoù 'zo nag ober meneg eus jestroù (siegheiliñ) hag a vefe gwelloc'h o ankouaat da viken. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 C'hwe 2015 da 07:44 (UTC)
- Kompren a ran, ha lemel. Sur-mat e raio lod all memes tra. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2015 da 08:00 (UTC)
- Trugarez deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 12 C'hwe 2015 da 10:41 (UTC)