Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 08 bloaz 2008

18/02/2008 — 24/02/2008

skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun eus 2008 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Wyoming

kemmañ

Pelec'h e kavin un displegadenn da orin an anv-se? Bianchi-Bihan 21 C'hwe 2008 da 18:33 (UTC)[respont]

respontet

Respontet amañ[1]. Neal (Kaozeal) 21 C'hwe 2008 da 19:15 (UTC)[respont]

Trugarekaat.Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 02:59 (UTC)[respont]

Citation needed

kemmañ

Daoust hag eñ ez eus dra evit Citation needed amañ? --Arko 21 C'hwe 2008 da 21:25 (UTC)[respont]

Din da c'houzout, n'eus ket.
Un toullad traoù evel-se a vank. Ne venegin nemet unan. Pa vez serret ho kont, e rankfec'h bezañ gouest da implij ho pajenn personel evit en em zisplegañ, evel er wikioù all. Ac'hanta, amañ n'hallit ket. Koulskoude e vez skrivet war ho skramm bep tro: "Gallout a rit implij ho pajenn...". Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 02:59 (UTC)[respont]
Geo, bez zo ar patrom Patrom:Daveoù a vank, a ro: (Daveoù a vank).  Benoni (Kaozeadenn) 22 C'hwe 2008 da 14:55 (UTC)[respont]
D'am soñj e c'hallfemp klask un dra bennak bravoc'h eget "daveoù a vank". Kinnig a ran : Un dave zo ezhomm (an unander zo trawalc'h, evel e saozneg).Bianchi-Bihan 23 C'hwe 2008 da 00:31 (UTC)[respont]

Kinniget em eus ur gaozeadenn db un anv rummad: Kaozeadenn Rummad:Stadoù ar Stadoù-Unanet. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 02:59 (UTC)[respont]

Kalifornia/Louiziana, pe California/Louisiana

kemmañ
Kalifornia a zo testeniekaet e brezhoneg en un doare stank.  Benoni (Kaozeadenn) 22 C'hwe 2008 da 14:57 (UTC)[respont]

Me eo an hini en deus skrivet Orleañs Nevez e-barzh ar pennad New Orleans. An daou stumm a zo anezho me gav din, evel e kalz yezhoù all.
Louiziana : n'on ket a-du gant seurt doare da skrivañ : an taol-mañ n'eo ket brezhonekaat met galekaat an traoù. Ar son Z a vez klevet e galleg peogwir emañ ar s eus Louisiane etre daou vogalenn, met e gwirionez e vez distaget ar s evel un gwir S e saozneg : LouiSiana. Memes tra e kastilhaneg ha kement zo. Ret eo eta skrivañ e brezhoneg Louisiana. --Arko 22 C'hwe 2008 da 15:57 (UTC)[respont]

e saozneg e vez distaget [z] dres evel e galleg: saozneg: /luːˌiːziˈænə/ pe /ˌluːziˈænə/ kv. galleg /lwizjan/. En degouezh-mañ eo ar galleg a rankfe talvezout da vamenn dave dre m'eo anv ar stad-mañ a orin gallek, bet anvet e enor ar roue Loeiz/Louis XIV - nemet ma vefe brezonekaet penn-da-benn evel-just ("Loeizva"?!!). Diouzh an tu all, e spagnoleg e vez distaget [s] peogwir n'eus difoc'h fonemek ebet er yezh-se etre [s]~[z]. A galon, Neal (Kaozeal) 22 C'hwe 2008 da 16:09 (UTC)[respont]


Ar stummoù Louiziana, Kalifornia a gaver en implij er skridoù brezhonek (F. Kervella, Y. Miossec, hep kontañ traoù nevesoc'h evel levrioù-skol Diwan). Gwech ebet ne'm eus lennet traoù evel Waioming e brezhoneg avat. "Ur moull zo da bep tra..." --Llydawr 22 C'hwe 2008 da 16:40 (UTC)[respont]
Distagadur pep anv-lec'h a gaver er wiki saoznek.
N'anavezan ket ar skridoù-se neuze, un harz zo da bep tra. Pe re int? Marteze e reont gant Virjinia, Karolina, Kolombia, Teksas, ... ivez. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 17:06 (UTC)[respont]
En ur sklaeraat n'eo ket difenn implij ar stummoù saoznek war-eeun ar pezh a fell din, ret e vefe menegiñ ivez eo ar re se ar stummoù implijet gant TES "Tap da Vak [diwar "vakelouriezh?!...]: Geografiezh" " (p. 47).
Ha implijet evez stummoù all e "levrioù-skol Diwan"? pe re? Ha setu an dalc'h gant klask lakaat da dalvezout da daveenn (unander?) ret atav seurt danvezioù: ne glotaont ket an eil levrioù gant ar re all alies a-walc'h.
Neal (Kaozeal) 22 C'hwe 2008 da 17:39 (UTC)[respont]

N'eus ket da glask kaout ur poell e pep tra : e brezhoneg e kaver, dre ar boas hag an implij, koulz ha Kalifornia ha Louisiana. Perak klask kompezañ an holl draou? Ret eo sellout ouzh ar pezh a vez skrivet (hag a zo bet er kantvedad diwezhañ) ha kavout an implij gwir a c'hell bezañ unan chomet en entremar. Evel-se e vez e pep yezh. Mar kav an dud eo kempoell ar galleg? pe ar saozneg. Nann, dislavarioù ez eus ivez. N'omp ket adreizherien ar brezhoneg, tud o arvestiñ anezhañ kentoc'h. --Ch. Rogel 24 C'hwe 2008 da 23:40 (UTC)[respont]

A-du a-walc'h, war-bouez un dra: n'eus nemet an nannvrezhonegerien a zo oc'h arvestal, ha n'eus nemet ar vrezhonegerien a lak ar yezh da vevañ. Bianchi-Bihan 25 C'hwe 2008 da 05:08 (UTC)[respont]
Ar stumm Louiziana a gaver e geriadurioù Roparz Hemon abaoe pell. Setu amañ skridoù all ma c'haller kavout ar seurt anvioù : Un damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik, gant Frañsez Kervella (Al Liamm, niv. 182, 183, 184, 187, 188), Eur veaj e Stadou Unanet an Amerik gant Yves Miossec, levrioù Istor-geografiezh (6vet, 5vet), Tap da vreved, Tap da vak embannet gant TES... --Llydawr 25 C'hwe 2008 da 12:10 (UTC)[respont]


Da gentañ-holl e fell din sklaeraat ar fed ma ne glaskan ket "kaout ur poell e pep tra", dtreist-holl er yezhoù, rak n'eo ket sistemoù poellek anezhe na pell alese. Klask kompezañ ne ran ket ivez: klask kompren avat evit gallout ober gant ar stummoù ar sklaerañ hag ar gwellañ posubl. N'on ket chalet gant implijout na "Louisiana" (ar stumm implijet war ar c'hartennoù embannet el levrioù geografiezh bet embannet gant TES meneget a-us) na gant implijout ar stumm brezhonekaet "Louiziana". Ar pezh n'on ket evit degemer avat eo rankout ober gant stummoù 'zo brezhonekaet ha stummoù all laosket e saozneg (en ur arguzenniñ fall hervez brizhdistgadur ar saozneg...). perak? peogwir ma n'heulier pennaenn sklaer ebet ne iouzer ket penaos ober p'en em gaver gant stummoù n'int ket bet testeniekaet e brezhoneg betek-hen... ar bep aesañ (na lâran ket ar pep gwellañ) e vefe implijout ar stummoù saoznek evit envel ar pennadoù war an dachenn-mañ, dreist-holl ma van amsklaer an doare d'o brezhonekaat. N'on ket evit degemer ivez ar fed m'eo implijerion ar yezh arvesterion nemetken, rak ar gwir o deus an implijerion d'e c¡'hemmañ, dreist-holl dre ijinañ gerioù nevez na oa ket anezxhe a-raok. Evel-se ec'ha n en-dro an holl yezhoù bev (galleg, saozneg...) hag e brezhoneg ne gomprenan ket perak ne c'hellfer ket klask en ober en un doare ar poellekañ ar gwellañ. Ha m'eo gwareziñ ar yezh evel m'emañ hiziv hepmuiken ar pezh a ranker ober, hep krouiñ netra nevez nag en em c'houlenn hag-eñ eo reizh ar stumm-mañ stumm ha klask o reizhañ mar bez ezhomm ha mar bez tu e vo lakaet ar brezhoneg d'un doare yezh-mirdi. Ha m'eo arvestiñ-rik ar pezh a rankomp ober, graomp neuze gant "Louisian" hag "Ar C'haliforni" rak se eo ar stummoù a vo kavet sur e genoù an darn -vrasañ eus ar vrezhonegerion a hiziv. Neal (Kaozeal) 25 C'hwe 2008 da 14:27 (UTC)[respont]

Kenglad

kemmañ

Pelec'h eo testeniekaet ar ger kenglad, implijet er pennad Virginia ?Bianchi-Bihan 23 C'hwe 2008 da 11:05 (UTC)

Kaoc'h gant an enep spammour

kemmañ

Demat. Torr-penn ha torr-revr eo an ardivink diaoulek hag a vir ouzhin ouzhpennañ liammoù diavaez er pennad Albéric O'Kelly de Galway, bet kavet ganin er Wiki gallek...

  • (en) www.chessgames.com/perl/chessplayer?pid=19252|Buhezskrid berr ha partiennoù Albéric O'Kelly de Galway e Cessgames] ;
  • (en) www.chessmail.com/players/okelly.htm O'Kelly de Galway e Chessmail.com] ;
  • (fr) creb.serveftp.com/JOURNAL/journal-41.PDF#page=9 Kazetenn 41 eus Kelc'h Roueel Echedoù Brusel, Gwenholon 2003] Buhezskrid Albéric O'Kelly gant Etienne Cornil.

Piv a c'hellon dont d'am sikour?

Trugarez en a-raok.

A galon. Klaod. Kadbzh 23 C'hwe 2008 da 16:01 (UTC)[respont]

Na gomprenan ket: da beseurt pennad a rez dave (Albéric O'Kelly de Galway a zo ul liamm ruz)? Da beseurt enep-spammour?  Benoni (Kaozeadenn) 23 C'hwe 2008 da 16:28 (UTC)[respont]
Gwelloc'h:Alberic O'Kelly de Galway. Un enep-spammour a zihun evit mirest ouzpennañ al liammoù diavaez a gaver er Wiki gallek. Kadbzh 24 C'hwe 2008 da 10:42 (UTC)[respont]

Setu ar gemennadenn:Pajenn warezet ent emgefre abalamour d'ar Spam Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor Mont da : merdeiñ, klask Pajenn warezet ent emgefre abalamour d'ar Spam

Dihunet eo bet ar c'hlasker gant an destenn-mañ

N'ouzan ket petra ober. N'eo ket liammet kement-mañ d'hon wikipedia.  Benoni (Kaozeadenn) 24 C'hwe 2008 da 11:58 (UTC)[respont]

Mélenchon adarre

kemmañ

Komzoù diwezhan Mélenchon: Kaozeal:Jean-Luc MélenchonBianchi-Bihan 23 C'hwe 2008 da 23:43 (UTC)[respont]

Ledanaat ar c'heleier

kemmañ

Marteze e vefe mat lakaat muioc'h a c'heleier armerzhel er bajenn degemer. Peurvuiañ ez eus keleier bolitikel pe sevenadurel. Mat e vefe ledanaat an traoù me gav din. Da skouer se : The euro reaches a record high closure exchange rate of US$1.5121. / # 28 février : l'euro atteint la valeur record de 1,5215 dollar. Petra a soñj deoc'h? --Arko 29 C'hwe 2008 da 11:27 (UTC)[respont]