Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 09, bloaz 2015
23/02/2015 — 01/03/2015
kemmañKumunioù Elzas : kudennoù
kemmañSalud d'an holl
Dedennet on bet gant ar pennadoù Roll kumunioù ar Roen-Izel ha Roll kumunioù ar Roen-Uhel bet krouet nevez zo, rak pellik em eus bevet eno.
N'eus ket kalz pennadoù diwar-benn ar c'humunioù-se (liammoù glas), ha traoù diboell zo enno a-fed anvioù ofisiel/elzasek/alamanek ha rummadoù, a listennin amañ a-is (gwiriet em eus an daveoù bet meneget er pajennoù hollek a-fed anvioù elzasek).
- Departamant ar Roen-Izel
- Bischheim (ofisiel) : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Bas-Rhin"
- Haguenau (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Izel"
- Molsheim (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Izel" ha "Kumunioù Haut-Rhin" (!)
- Sélestat (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Izel"
- Strasbourg (ofisiel) : adkas war-du Straßburg, ar stumm alamanek (Strossburi en elzaseg) ; rummad : "Kumunioù ar Roen-Izel"
- Wissembourg (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Izel"
- Departamant ar Roen-Uhel
- Altenach (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Izel" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
- Altkirch (ofisiel) : "Kumunioù Elzas", "Kumunioù ar Roen-Uhel" ha "Kumunioù Haut-Rhin" (!)
- Andolsheim (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Uhel", Kumunioù Haut-Rhin ha "Kumunioù Elzas"
- Altenach (ofisiel) : "Kumunioù ar Roen-Uhel" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
- Ballersdorf (ofisiel) : "Kumunioù Haut-Rhin" ha "Kumunioù Elzas"
- Berentzwiller (ofisiel) : "Kumunioù Haut-Rhin" ha "Kumunioù Elzas"
- Biesheim (ofisiel) : — rummad ebet —
- Blotzheim (ofisiel) : "Kumunioù Elzas"
- Bourbach-le-Haut (ofisiel) : adkas war-du Oberburbach, ar stumm alamanek (Ewerburbàch en elzaseg) ; rummadoù : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
- Colmar : adkas war-du Kolmar (brezhonekadur pe anv alamanek 1871-1918/1940-1945, an anv elzasek o vout Colmer"") ; rummad : "Kumunioù Elzas"
- Dolleren (ofisiel) : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
- Guebwiller (ofisiel) : adkas war-du Gebweiler, ar stumm alamanek (Gawiller en elzaseg) ; rummadoù : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Roen-Uhel"
- Hagenthal-le-Bas (ofisiel) : adkas war-du Niederhagenthal, ar stumm alamanek (Neederhàgethàl en elzaseg) ; "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
- Lapoutroie (ofisiel) : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
- Mulhouse (ofisiel) : adkas war-du [[Mülhausen], ar stumm alamanek (Mehlhüsa en elzaseg) ; rummadoù : "Kumunioù ar Roen-Uhel", "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
- Ribeauvillé (ofisiel) : adkas war-du Rappoltsweiler, ar stumm alamanek (Rappschwihr en elzaseg) ; rummadoù : "Kumunioù ar Roen-Uhel", "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
- Sainte-Marie-aux-Mines (ofisiel) : "Kumunioù Elzas", "Kumunioù ar Roen-Uhel" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
- Schwoben (ofisiel) : "Kumunioù Haut-Rhin" ha "Kumunioù Elzas"
- Spechbach-le-Bas (ofisiel) : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin" ; an anv alamanek zo meneget er pennad, hep an anv elzasek
- Spechbach-le-Haut (ofisiel) : "Kumunioù Elzas" ha "Kumunioù Haut-Rhin" ; an anv alamanek zo meneget er pennad, hep an anv elzasek
- Tagolsheim (ofisiel) : "Kumunioù Haut-Rhin" ha "Kumunioù Elzas"
- Thann (ofisiel) : "Kumunioù Elzas", "Kumunioù ar Roen-Uhel" ha "Kumunioù Haut-Rhin"
- Wittersdorf (ofisiel) : "Kumunioù Haut-Rhin" ha "Kumunioù Elzas"
- Zimmersheim (ofisiel) : — rummad ebet —
Poent eo da'm soñj lakaat un tamm poell e kement-se holl.
- Rummata an holl bennadoù
- O rummata eus an tiriad ofisiel brasañ d'an hini bihanañ : Elzas, departamant, kanton (d'an 1/1/2015 !)
- Lakaat an anv ofisiel da ditl pep pennad, rak amsklaer eo politikerezh ar Wikipedia-mañ a-fed anvioù-lec'hioù hervez am eus lennet amañ hag ahont, ha nebeut a dud a oar an anvioù elzasek ; pe, gwelloc'h : adkas pep titl ofisiel d'ar stumm elzasek, evel a vez graet evit lod yezhoù estren all — bezet pe vezet, arabat eo lakaat anvioù alamanek da gumunioù elzasat !
- Menegiñ an a anv elzasek e deroù ar pennad, raktal goude an anv ofisiel
- Sevel un infobox gant an daou anv (gwelet : Bischheim)
- Peogwir ez eus pennadoù Roen-Izel ha Roen-Uhel, lemel ar rummadoù gallek
Mar ro ar gumuniezh alioù sklaer ez on a-du da gempenn ar rann-se.
2.13.201.223 25 C'hwe 2015 da 21:08 (UTC)
- An teuliad-mañ (embannet gant ar rannvro) a seblant din bezañ talvoudus da lenn. Marteze e c'hallo sikour evit kemer un diviz, pe evit magañ… an diviz. [1] (ur pdf eo).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 C'hwe 2015 da 21:28 (UTC)
- Trugarez vras dit ! Studiañ a rin aketus. N'on ket sur avat e sikouro da lakaat urzh er rummadoù... Met talvoudus e vo a-dra-sur a-zivout an anvioù elzasek ; gwelet em eus e ro Roll kumunioù ar Roen-Izel ha Roll kumunioù ar Roen-Uhel ar stummoù a zo er pennadoù Wikipedia elzasek (:als:) rik-ha-rik ; an darn vrasañ anezho am eus klevet en Elzas pa oan o vevañ (ha foetañ bro) eno. — 2.13.201.223 25 C'hwe 2015 da 21:39 (UTC)
Evezhiadennig: an anvioù-lec'hioù Roen-Uhel ha Roen-Izel n'int ket testeniekaet e brezhoneg, hervez am eus gwelet, ha repont ebet d'ar goulenn daveoù. An anvioù Haut-Rhin ha Bas-Rhin, anvioù departamantoù gall, (hag a c'houlenner o diskar en Elzas), zo anavezet en ur bern yezhoù, hag anvioù ofisiel, anavezet en o stumm gallek evel an holl departamantoù gall betek en Elzas hag e Breizh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 06:10 (UTC)
- Ar pep eeunañ hag ar pep aesañ e vefe ober gant anvioù ofisiel ar c'humunioù, evel ma reer en holl Wikipediaoù, nemet an hini alemanek. --Llydawr (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 11:35 (UTC)
- Evel-just, ha heñvel evit an departamantoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 11:52 (UTC)
- Evit Flandrez Frañs e reomp gant an anvadurioù nederlandek, ar re nemeto omp gant an nederlandeg oc'h ober kemend-all. Ha betek-henn ne oa den o klemm.
- Gant peseurt stummoù a ra emsaverien Elzas, evel Unser Land (n'eo ket ur strollad taer)? Gwelit amañ: [2]Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 12:29 (UTC)
Sell 'ta! Piv a glemm, hag eus petra? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 12:32 (UTC)
Boulc'her ar pennad
kemmañHervez an Trec'hlider eo perc'henn ar boulc'her war ar pennad : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=next&oldid=1623892; petra eo sonj ar gumuniezh? Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 C'hwe 2015 da 19:58 (UTC)
- Setu aze a zo chutzpah (emaon o paouez deskiñ ar ger dispar-se, trugarez da Wikipedia diVianchi-Bihan) da vat !
- Piv eo
an Trechlider
(trugarez evit ar bennlizherenn, memestra) ? → Distreset anv un implijer en un doare dismegañsus (evel "Edgar" ha reoù all). - N'eus perc'henn ebet d'ar pennadoù, ar pezh a zo gwir, met lennit pajenn Kaozeal Listennad lavaredoù latin : eno e welot splann anien emzalc'h Bianchi-Bihan – tamall d'un "Edgar masklet" bezañ kemmet ur pennad (kerzhit da gompren ha klask prouenn), ha skrivañ
Ha me a labour war ar pennad abaoe bloavezhioù hag am eus bouetet anezhañ. Setu e ouzon eus petra emaon o kaozeal.
(sic) – tagañ an implijerien all, hep abeg na prouenn, evit gourlakaat e vennozh-eñ . Ar voulc'herien all ne ouzon ket "eus petra emaint o kaozeal" (ad-sic), sur ha n'eo ket marteze... Dizesk an den, anat eo pa lenner e bennadoù eilet hep klask pelloc'h, ditouroù diwir hag all, ha bemdez-Doue e teu d'ober skol d'ar genlabourerien all. Pebezh truez ! Paour-kaezh Wikipedia brezhoneg !— 2.13.201.223 27 C'hwe 2015 da 20:29 (UTC)
- Piv eo
Ac'hanta, Edgar! Atav o chaokat ar memes geot? Ya, pa vezer bet e-pad bloavezhioù o labourat war ar memes pennad e teuer a-benn da zeskiñ un dra bennak. Dit ne c'hoarvez ket? Ar memes peuriñ avat ne skuizhez ouzh e chaokat : dalc'hmat e vezez prim d'en em veuliñ ; holl labourerien ar wiki a oar eo te en deus savet chutzpah: ar memes den eo https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/2.13.201.223 ha https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/2.13.200.75, anat. Ar yar goude dozviñ a blij dezhi kanañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 C'hwe 2015 da 08:05 (UTC)
Stumm reizh
kemmañHervez an Trec'hlider n'eo ket reizh ar "stumm" ha n'eo ket dibabet gantañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=next&oldid=1623892. Kement-se zo mil bell diouzh ar sell neptu a ranker kavout er wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 C'hwe 2015 da 20:00 (UTC)
Diwar-benn an daveoù
kemmañKendelc'her a ra Bianchi-Bihan da ziverkañ ur meneg war "zigarezioù" a bep seurt [3], koulskoude eo meneget an droerien ha digant pe aozadur e c'haller kaout ar skrid. Pa soñjer peseurt emzalc'h a vez gantañ pa vez goulennet daveoù digantañ! Amañ e vez goulennet digantañ: «E brezhoneg: Pelec'h eo bet kavet ar skrid-se, na dro ket an alamaneg ? Daveoù a vank diwar-benn an troidigezhioù all ivez.» Respont Bianchi-Bihan: «Klask!» [4].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 C'hwe 2015 da 08:49 (UTC)
- Tennet eo peogwir n'eus meneg ebet, gant an trfec'hlid, kaer zo goulenn. Neuze e c'haller kaout arvar. Hag abeg zo da dennañ, hervez ar reolennoù, kement meneg zo eus danvez diembann. Ha ma n'eo ket diembann n'eus nemet reiñ daveoù, goulennet meur a wech.
- Er pennad Die Moorsoldaten ez eus kaoz eus ur skrid, a zo dindan e zaoulagad : ma ne blij ket dezhañ , n'en deus nemet tennañ. Ar frazenn na dro ket an alamaneg (deuet eus ur mignon dezhañ, rak alies e komz an eil en anv egile) zo ur sotoni eus ar re vravañ : ar re a bled gant ar c'hanaouennoù a oar ne vez ket "troet" kanaouennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 C'hwe 2015 da 09:40 (UTC)
Azen kornek, emezañ
kemmañ- https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=next&oldid=1623986. Sotoni evel-just, degaset da lakaat reuz? Prouenn ebet n'eus forzh penaos, nemet e vije bet kavet e troidigezh Jules Ferry, anavezet gant an trec'hlider hepken? Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 C'hwe 2015 da 10:26 (UTC)
- Bof! https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=1623992&oldid=1623991. D'am meno e vefe kavet e-barzh harry potter, met ne skuizhin ket o klask. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 C'hwe 2015 da 10:52 (UTC)
Ceci n'est pas une pipe, ni un navet ni un dave
kemmañ- https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=next&oldid=1623992 Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 C'hwe 2015 da 10:48 (UTC)
Dave : titloù hepken? Blogoù ivez?
kemmañTraoù iskis a vez kontet gant lod er pennad marc'h-kornek.
- un arguzenn e vije hervez tud zo implij ar ger unkorneg en ur pennad eus ur blog: betek-hen ne veze ket graet dave d'ar blogoù; met bez e c'hallan ober unan arc'hoazh evit plantañ pezh a garin;
- un arguzenn all eo ne gaver ket ar gerioù likorn hag aerlin e titl ur gontadenn : dre chañs e kaver er geriadurioù estreget ar gerioù a servij da didloù: da'm meno eo ret skarzhañ evezhiadennoù ken nay eus pennadoù an holloueziadur, evit e vrud vat paneveken.
- tud all a lavar eo bet ijinet ar ger marc'h-kornek : ya, gant Roparz Hemon, hag unkorneg gant Vallée. Ha neuze?
Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Meu 2015 da 15:47 (UTC)
[Global proposal] m.Wikipedia.org: (pep tra) Kemmañ ar pajennoù
kemmañHi, this message is to let you know that, on domains like br.m.wikipedia.org, unregistered users cannot edit. At the Wikimedia Forum, where global configuration changes are normally discussed, a few dozens users propose to restore normal editing permissions on all mobile sites. Please read and comment!
Thanks and sorry for writing in English, Nemo 1 Meu 2015 da 22:32 (UTC)