Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 11, bloaz 2012
12/03/2012 — 18/03/2012
kemmañeritrokit pe eritrosit ?
kemmañHo soñj a c'houlennan a-benn implijout ur wrizienn a-zoare e bevoniezh. Meur ger a echu gant an dibenn "kit" ar pezh a dalv kellig e gresianeg (kutos): eritrokit, limfokit ... Koulskoude, distaget a vez "sit" an aliesañ hag e meur a yezh. Ha ne vefe ket gwelloc'h (ha bravoc'h) derc'hel gant an dibenn "sit" ? Kit da sellet ouzh ar pennad gwad da skouer. Trugarez.--Lomigbad (kaozeal) 14 Meu 2012 da 19:30 (UTC)
- Gwelloc'h pe bravoc'h, n'ouzon ket. E brezhoneg e seblant ar yezh lennek bezañ war vordo etre an daou stumm "k" pe "s" evit ar yezh skiantel: eritrokit da skouer gant Ofis ar Brezhoneg, hag "eritrosit" gant Eil Derez Diwan. Evit an elfennoù kimiek, amañ e WP, e seblant an dibab "s" bezañ bet graet gant an hini en doa pledet da gentañ war danvez an daolenn beriodek: silisiom da skouer, ha neket "silikiom", pe kalsiom ("kalkiom" e geriadurioù Roparz Hemon hag an Here). Ur melezour e tiskouez Wikipedia bezañ eus ar saviad-se. Marteze e vo soñjoù all gant ar re all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Meu 2012 da 20:13 (UTC)
- Ma reomp gant Sikilia e c'hallomp ober gant eritrokit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Meu 2012 da 22:02 (UTC)
- Diforc'hoù a c'hellfe bezañ neuze etre ar yezh skrivet ha komzet. Bez a vez er yezhoù all gant ar memes lizherennoù (ar ch distaget k e mitochondria da skouer) met unan eus perzhioù mat hor yezh a zo distagañ evel ma 'z eo skrivet, ar pezh a aesa labour an deskidi.--Lomigbad (kaozeal) 16 Meu 2012 da 16:40 (UTC)
- Diaezamant e vije o tegemer an daou stumm skrivet? Kinnig a ran lakaat "k" evel anv ofisiel er wikipedia, ha lakaat an daou stumm er pennad, o tisplegañ a belec'h e teuont (gant un adkas bep tro adal ar stumm gant "s"). Nemet graet e vije gwelloc'h kinnig. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Meu 2012 da 17:44 (UTC)
- Ma reomp gant Sikilia e c'hallomp ober gant eritrokit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Meu 2012 da 22:02 (UTC)
Kelioù
kemmañDemat deoc'h. Ur goulenn am eus, penaos e vez graet ar kelioù war ar bajenn zegemer ? Penaos e vez dibabet an traoù lakaet warni ? Piv a c'hell lakaat traoù nevez ? Lekemok (kaozeal) 18 Meu 2012 da 13:15 (UTC)
- Ar c'heleier? N'eus forzh peseurt den enskrivet a c'hall ober. Ret eo klikañ war "kemmañ", ha goude, en traoñ, klikañ war "patrom:degemer/keleier", hag eno klikañ adarre war "kemmañ" (evel evit ur pennad boas).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Meu 2012 da 17:11 (UTC)
Trugarez. Ya ar c'heleier, digarezit, ezhomm em eus deskiñ c'hoazh met tamm ha tamm e teuan da vezañ gwelloc'h. Neuze n'eus raksellet gant a re all ebet ? C'hoant m'eus da lakaat traoù diwar-benn redadegoù Formulenn 1 pa ez eus un abadenn, evel war Wiki e galleg pe e saozneg alies. Lekemok (kaozeal) 18 Meu 2012 da 17:27 (UTC)
- Marteze e vije mat lakaat traoù pouezusoc'h er c'heleier? Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Meu 2012 da 18:20 (UTC)
Mat eo din, klask a raen ali ar re all a-raok ober. Lekemok (kaozeal) 18 Meu 2012 da 19:31 (UTC)
- Ma, ar pezh a hañval bezañ pouezus da lod a hañval bezañ dister da lod all. Hag all. --Ex-Smith (kaozeal) 18 Meu 2012 da 20:43 (UTC)
- Re wir. N'eus nemet kinnig kriterioù neuze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Meu 2012 da 05:16 (UTC)