Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 12, bloaz 2012

19/03/2012 — 25/03/2012

kemmañ
Skrivañ un dra bennak en daouzekvet sizhun eus 2012 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Merañ

kemmañ

Salud. Ne weler ket kalz merourien tro-dro d'hor wiki-ni er mare-mañ. D'ho kelaouiñ : ezvezant e vin betek ar Gwener 30. --Ex-Smith (kaozeal) 21 Meu 2012 da 11:16 (UTC)[respont]

Ya gwir eo. Deus va zu n'am eus ket kalz amzer evit kemer perzh, met derc'hel a ran da heuliañ ar pezh a c'hoarvez. Setu ma vez ezhomm e c'hellit dont e darempred ganin... A galon --Y-M D (kaozeal) 21 Meu 2012 da 20:42 (UTC)[respont]

Rummadoù

kemmañ

Daoust hag un diforc'h zo etre Rummad:Filmoù bevaat ha Rummad:Tresadennoù-bev ? --Llydawr (kaozeal) 22 Meu 2012 da 17:49 (UTC)[respont]

Da'm soñj ez eus kemm: ledanoc'h eo "filmoù bevaat" eget "tresadennoù bev" pa'z eus ivez filmoù ma vez bevaet boulomigoù pri (evel "Wallace and Gromit"). Filmoù kevanaoz evel Shrek n'int ket tresadennoù evit gwir, m'o c'heñverier gant filmoù kozh Walt Disney da skouer ma'z eus gwir dresadennoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Meu 2012 da 18:08 (UTC)[respont]

Tud zo ne blij dezho nemet o dibaboù yezh personel hag a fell dezho ne vije ket implijet ar ger stadunanat, a implijer a bell zo er wikipedia-mañ.

Neuze, abalamour da un den, e c'houlennan ma vo votet: a) degemer ar ger er wikipedia, evel ma vez graet abaoe bloavezhioù; b) skarzhañ ar ger. Roit hoc'h ali. Da c'hortoz ec'h adlakaan ar ger evel am boa graet evit ar beure. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Meu 2012 da 16:39 (UTC)[respont]

Kemm 3 gwech en un devezh zo difennet groñs gant reolennoù wikipedia: http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Reolenno%C3%B9, ma lenner kement-mañ: Klask chom hep sevel pe kemer perzh e brezelioù-embann dre zoujañ d'ar reolenn chom hep embann ar memes pennad teir gwezh renk-ouzh-renk dindan 24 eurvezh. Arabat plantañ reuz evit dont a-benn da vezañ trec'h e-keñver un draig resis.
Kontoù zo zo bet serret evit-keloù ur grommellenn ... Un tamm mat ouzhpenn a weler er brezelig-mañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Meu 2012 da 16:51 (UTC)[respont]
Ur farsite eo gwelet kement-mañ, ha divezh-kaer an den pa laka ar bec'h warnon pa'z eo-eñ a zo bet o reiñ lañs d'ar cheñchamant (hep reiñ an disterañ abeg evel-just), evel ma tiskouez istor ar bajenn [1]. Ne ran-me nemet adlakaat ar pezh a oa bet lakaet gant saver ar pennad.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Meu 2012 da 17:01 (UTC)[respont]
Hervez an TM e vije difennet kemmañ tra pe dra hag e vije ret adlakaat ar pezh a oa bet lakaet gant saver ar pennad? Me gred n'en deus ket lennet reolennoù-diazez wikipedia.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Meu 2012 da 09:44 (UTC)[respont]

Souezhet on da welout ur reuz evel-se diwar-benn ur gêr hepken. Ur goulenn am eus da sevel, perak ne vefe ket reizh ar gêr "amerikan". Implijet e vez gant ar re a zo o chom e Stadoù-Unanet (a vez graet anezho gant ar memes tud "America") er stumm "american". Kompren a ran ezhomm ul lod resisaat an traoù, met ma n'eo ket faziañ ober gant an eil pe gant egile, ne welan ket perak ne c'haller ket degemer implij an dud. Un dra vat a vo goulenn ali un den a zo er-maez an afer-se evit gwelout sklaeroc'h. Lekemok (kaozeal) 26 Meu 2012 da 16:59 (UTC)[respont]
Gwashoc'h reuz am eus gwelet amañ evit nebeutoc'h eget ur ger: evit ur virgulenn! Ur gaozeadenn hir a oa bet diwar-benn ar ger-mañ meur a vloaz zo dija, ne gavan ket pelec'h emañ. Tud zo amañ a ra gant stadunanat bemdez, dre skrid er wikipedia pe e lec'h all, ha dre gomz ivez. Er wiki spagnolek e lennan: Mary Louise Streep es una actriz estadounidense ... N'eus ket mezh da gaout oc'h ober gant ar ger kevatal e brezhoneg. Hag aotreet eo gant reolennoù wikipedia ouzhpenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Meu 2012 da 17:07 (UTC)[respont]
Ne soñjen ket arabat implij ur ger, pe an hini all, met kenderc'hel gant an hini dibabet gant saver ar pennad, ma vefe "stadunanaat" pe "amerikan" peogwir ne cheñch netra e-keñver kompren an dud d'am soñj. Nemet ma eo ur fazi~ar ger "amerikan". Lekemok (kaozeal) 26 Meu 2012 da 17:52 (UTC)[respont]
N'eo ket tre eus fazi ez eus kaoz amañ, met eus gwir pep hini da gemmañ ur pennad hervez reolenn wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Meu 2012 da 17:58 (UTC)[respont]
Trawalc'h eo selaou n'eus forzh peseurt brezhoneger, ha sellet e-barzh n'eus forzh peseurt geriadur evit gwelet ez eo reizh-kenañ ken ez eo reizh ar ger "amerikan" evit ober anv eus un den eus Stadoù-Unanet Amerika evel ma vez graet Brazilian eus un den eus Stadoù-Unanet Brazil. Mont da erlerc'hiañ ur ger ouzh unan reizh hep reiñ gwech ebet an disterañ abeg (perak pas mont da lakaat "dienn" e-lec'h "koaven" pe "beure" e-lec'h "mintin" keit ha m'emeur ganti?) n'eo ket un doare d'ober. Ha perak mont da glask harp war ar spagnoleg??? Ha n'eus ket gwelloc'h d'ober amañ? Da skouer mont da erlerc'hiañ brezhoneg e-lec'h ar saozneg (ha meur a yezh all) a vez lezel gant BB er pennadoù (d'ar reoù all d'ober al labour moarvat: [2]).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Meu 2012 da 19:27 (UTC)[respont]

Ali TM db wikipedia ne gemm netra: kemmañ zo aotreet gant reolennoù ar wikipedia, daoust d'e ali personel hag eus se eo ez eus kaoz amañ. Un dra avat zo difennet, hag an tagadennoù personel eo. War an daou boent-se eo sklaer ar reolennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Meu 2012 da 13:44 (UTC)[respont]